Mont d’an endalc’had

Terneuzen

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Terneuzen
Banniel Terneuzen
Ardamez Terneuzen
Ti-kêr Terneuzen
Krugell an oadoù (01/2009)

Terneuzen (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 317,78 km² eo gorread kumun Terneuzen (douar : 251,40 km², dour : 66,38 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 55 142 annezad enni : kêr bobletañ Zeeland eo. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Terneuzen : Terneuzen, Axel, Sas van Gent, Zaamslag, Hoek, Koewacht, Sluiskil, Philippine, Westdorpe, Biervliet, Zuiddorpe, Zandstraat, Spui hag Overslag.

Kêr Terneuzen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E tu su aber Westerschelde emañ Terneuzen. Mont a reer da dTerneuzen dre riboul Westerschelde, bet digoret e miz Meurzh 2003.

Iliz Noordstraat

Meneget e voe Terneuzen evit ar wech kentañ e 1325. War an hentoù-mor a gas da Gent e oa. Un hent-mor a-bouez eo c'hoazh Kanol Gent-Terneuzen hiziv an deiz. [2] Trede porzh an Izelvroioù (goude hini Rotterdam ha hini Amsterdam) eo porzh Terneuzen. Gwirioù-kêr a vore roet da dTerneuzen e 1584. Betek 1877 e veze anvet Neuzen alies. Hervez ar vojenn e vefe Terneuzen kêr c'henidik Van der Decken, bet kabiten ar vag anvet an Hollandad-nij.

E kuzul-kêr kumun Terneuzen ez eus 31 dileuriad :

  • PvdA : 10 dileuriad
  • CDA : 7 dileuriad
  • TOP/Gemeentebelangen : 5 dileuriad
  • VVD : 3 dileuriad
  • SGP : 2 zileuriad
  • ChristenUnie : 2 zileuriad
  • GroenLinks : 1 dileuriad
  • Lijst Cees Freeke : 1 dileuriad

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.