Schouwen-Duiveland

Eus Wikipedia
Zierikzee
Lec'hiadur Schouwen-Duiveland
Banniel Schouwen-Duiveland
Ardamez Schouwen-Duiveland
Krugell an oadoù (01/01/2008)
Schouwen-Duiveland

Schouwen-Duiveland (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag un enezenn e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 488, 94 km² eo gorread Schouwen-Duiveland (douar : 231,07 km², dour : 257,87 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 34058 annezad enni.

Ur stankell eo Brouwersdam hag ul lodenn eus ar raktres Delta, hag a ya eus Schouwen-Duiveland da Goedereede, eo ivez. Lodenn gornôg enezenn Goeree-Overflakkee a zo e Zuid-Holland.

Kêrioù ha kêriadennoù a ya d'ober kumun Schouwen-Duiveland[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brijdorpe, Brouwershaven, Bruinisse, Burgh, Burghsluis, Dreischor, Elkerzee, Ellemeet, Haamstede, Kerkwerve, Looperskapelle, Moriaanshoofd, Nieuwerkerk, Nieuwerkerke, Noordgouwe, Noordwelle, Oosterland, Ouwerkerk, Renesse, Scharendijke, Schuddebeurs, Serooskerke, Sirjansland, Westenschouwen, Zierikzee, Zonnemaire.

N'eus kêriadenn ebet anvet Schouwen-Duiveland, dont a ra anv ar gumun eus hini an enezenn, hag anv an enezenn a zeu eus anvioù div enezenn all : Schouwen ha Duiveland (hag ivez Dreischor) a voe kendeuzet ha lakaet da bolder.

Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Schouwen-Duiveland ez eus 23 dileuriad :

  • PvdA : 5 dileuriad
  • VVD : 4 dileuriad
  • CDA : 4 dileuriad
  • Leefbaar Schouwen-Duiveland : 3 dileuriad
  • SGP : 2 zileuriad
  • Alert! : 2 dileuriad
  • ChristenUnie : 2 zileuriad
  • GroenLinks : 1 dileuriad

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.