Zuid-Holland (pe Holland ar C'hreisteiz pe Kreisteiz Holland) zo unan eus proviñsoù an Izelvroioù, a-hed Mor an Hanternoz. Gwechall e oa ul lodenn eus proviñs kozh Holland, a voe daouhanteret e 1840. Unan eus proviñsoù pobletañ an Izelvroioù eo, gant 3,45 milion a annezidi e 2005 (20% eus poblañs an Izelvroioù). En-dro dezhi emañ Zeeland er c'hreisteiz, Noord-Brabant er gevred, Gelderland ha proviñs Utrecht er reter, ha Noord-Holland en hanternoz. Den Haag (pe 's-Gravenhage) eo kêr-benn ar broviñs.