Tholen (kumun)
Tholen (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Zeeland en Izelvroioù. Dont a ra hec'h anv eus hini kêr Tholen, hag a zo kêr bobletañ ar gumun. Div ledenez (bet inizi) a ya d'ober ar gumun : Tholen, an hini vrasañ, er su, ha Sint Philipsland en norzh. Etrezo emañ bae Krabbenkreek (ur strizh-mor eo bet). 254,41 km² eo gorread kumun Tholen (douar : 147,24 km², dour : 107,17 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 25 332 annezad enni.
Dasparzh ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War enezenn Sint Philipsland ez eus teir c'hêriadenn :
War enezenn Tholen ez eus seizh kêriadenn:

Delta ar stêr Scheldt ma weler Tholen (4), Sint-Philipsland (5), Eendracht (j), bae Krabbenkreek (l), strizh-mor Keeten-Mastgat (k) ha hini Krammer (m)
Kuzul-kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kuzul-kêr kumun Tholen ez eus 19 dileuriad :
- PvdA : 6 dileuriad
- SGP : 4 dileuriad
- Algemeen Belang Tholen (ABT) : 2 zileuriad
- VVD : 2 zileuriad
- CDA : 2 zileuriad
- ChristenUnie : 2 zileuriad
- Reformatorische Fractie Tholen : 1 dileuriad
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
![]() |
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |