Inizi Kergelenn

Eus Wikipedia
Inizi Kergelenn gwelet eus an egor.

Inizi Kergelenn a zo un enezeg e su Meurvor Indez. Unan eus Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs eo.

Dizoloet eo bet an inizi-se er XVIIIvet kantved gant ar moraer breton Erwan-Jozef a Gergelenn a Drevareg.

Abaoe 1950 e talc'h ar Frañs un diazlec'h lojistikel, teknikel ha skiantel eno, e Port-aux-Français, gant tost da 100 den e-barzh.

An douaroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn eus an inizi
Ledenez Rallier du Baty

7 215 km² a ya d'ober an enezeg, anezhi un enezenn vras — an Douar Bras (Grande Terre e galleg) — ha 300 enezenn hag enezennig bennak, tost-kenañ diouti. Un dornad enezegoù all a zo pelloc'hik evel an Inizi Koabrennek (îles Nuageuses) hag Inizi Leygues. Troc'h-diroc'h eo an aodoù gant plegoù-mor (ar Mor-bihan, baeoù (hini ar Valumetaerien, hini Choiseul, hini Gwaien...) hag oufoù niverus, hag ivez fjordoù. Menez Ross, ur menez-tan, eo al lec'h uhelañ (1 850 m).

An Douar Bras a zo dindan 6 675 km², ar pezh a ra 92 % eus an hollad: 150 km a hed a zo dezhañ a reter da gornaoueg, ha 120 km a norzh da su.

Al loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bronneged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spesadoù degaset[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel alies e seurt degouezh ez int deuet da vezañ aloubus, hag ur walenn eta evit ar spesadoù brosezat.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.