Abati Lokentaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iliz abati Lokentaz.

Abati Sant Weltaz a voe savet e Lokentaz, gant ur manac’h a oa deuet eus Enez Vreizh da Arvorig, Gweltaz e anv. Unan eus kaerañ abatioù romanek Breizh eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn Sant Weltaz, war an aod.

Etre ar VIvet hag an Xvet kantved e oa un abati, savet moarvat gant sant Weltaz (pe sant Gweltaz), pe gant menec’h a oa bet gantañ hag a lavare e oa relegoù ar sant ganto. N’eus roud ebet eus an abati kentañ-se. Hogen gouzout a reer e oa bet anezhañ dre ma voe meneget gant menec’h all : ar re a oa deuet d’en em staliañ en ardremez Châteauroux war-dro 920, o tec’hout dirak an Normaned, a oa o tont eus abati Lokentaz; hag ar re a oa deuet eus abati Fleury da adsevel abati Lokentaz e 1008 a lavaras e oa dismantroù un abati koshoc’h eno.

An eil abati a voe savet adalek 1008 eta, betek dibenn ar XVvet kantved: chomet ez eus un iliz romanek, bezioù, un nebeud dielloù ivez. War c’houlenn dug Breizh, Jafrez Iañ, e voe adsavet ar manati, gant menec’h deuet eus abati Fleury, e-kreiz Bro-C’hall, adalek 1008. Ne ouzer ket daoust hag adsavet e voe el lec’h resis ma oa an abati kentañ. Gant sent all e voe darempredet an abati en amzer-se: Goustan, Riog. D'ar c'houlz-se e voe skrivet buhez sant Weltaz, gant an abad Vital, gouez da Ferdinand Lot. Un abati bras e teuas da vezañ abati Lokentaz, perc’henn war e-leizh a zouaroù ha war meur a brioldi e Bro-Wened.

E 1125 e voe galvet Pierre Abélard da gemer penn an abati. Start e voe an traoù evitañ: disent ha dizurzh e oa ar venec’h, emezañ en e skridoù, ken e rankas mont kuit. Gwelloc’h e voe ar prantad war-lerc’h, pa oa ar peoc’h o vleuñviñ er vro ha duged Breizh oc’h ober o annez nepell, e kastell Susinioù. E 1189 e voe roet ur garta d’an abati gant an dugez Konstanza, hag un donezon a zoare. Tud eus familh an duged, marvet e Susinioù, a voe beziet en abati Lokentaz. Met siwazh ne chom ket kalz a zielloù eus an amzer-se, rak kalz anezho a voe distrujet e-pad ar Brezel Kant Vloaz.

An dielloù nevesañ, etre dibenn ar XVvet kantved hag an Dispac'h gall, zo deuet betek ennomp. E ti dielloù departamant ar Mor-Bihan emaint ha kalz a zesker ganto a-zivout istor gourenez Rewiz a-bezh. Tennet ez eus bet splet anezho gant an aotrou Luco, evit e levr embannet e 1869, ha gant ar chaloni Le Mené, er studiadenn embannet gantañ e Kannadig ar Société Polymathique du Morbihan, e 1902. Teñzor an abati na voe ket distrujet e-pad an Dispac’h : saveteet e voe gant person Lokentaz, an aotrou Le Duin. Bez’ eo unan eus ar re vravañ zo e Breizh.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Aotrou Luco, Histoire de Saint-Gildas-de-Rhuys, 1869.
  • Marius Sépet, Saint-Gildas-de-Rhuys, aperçus d’histoire monastique, Paris, 1899.
  • chaloni Joseph Le Mené "Abbaye de Rhuys", Bulletin de la Société Polymathique du Morbihan, 1902, pp. 26-119.
  • Roger Grand, L’art roman en Bretagne, Paris, 1958
  • Henri Marsille, “Saint Gildas et l’abbaye de Rhuys”, Bulletin de la Société polymathique du Morbihan, 1975
  • Charles Kohler, « inventaire de la bibliothèque de Saint-Gildas en Berry », Bibliothèque de l’École des Chartes, tome XLVII, 1886, pages 98-105
  • Xavier Baral i Altet "Saint-Gildas-de-Rhuys" Congrès archéologique de France, 1986, pages 222-235.
  • Roger Champeau, Abbaye de Saint-Gildas-de-Rhuys, 1985.
  • P.-M. Auzas, "Le trésor de Saint-Gildas-de-Rhuys" Congrès archéologique de France, tome 141, 1986.
  • Geneviève Le Louarn, «Saint-Gildas-de-Rhuys, regards croisés sur l’église abbatiale », Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, 2005, pp. 629-642.
  • Raphaël Valéry, "La bibliothèque de la première abbaye de Saint-Gildas-de-Rhuys" Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, 2005, pp. 29-88.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.