Jack Rackham

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jack Rackham

Jack Rackham pe John Rackham, pe c’hoazh Calico Jack (?- 17 a viz Du 1720), a zo ur morlaer eus an XVIIIvet kantved. Diazezet eo e anv war e zoare d’en em wiskañ : leun a livioù e oa e zilhad, graet gant lien-kotoñs. Brudet eo ivez peogwir e oa div vaouez vrudet en e skipailh : Anne Bonny ha Mary Read.

E vuhez[kemmañ]

Kregiñ a reas Rackham evel sturier war ar vag vrezel saoz anvet Neptune, renet gant ar c’habiten Vane. Pa nac’has Vane tagañ ur vag c’hall e voe heuget e skipailh, un taol-dispac’h a oazas hag e voe lakaet Rackham en e benn. Kerkent e lakaas Rackham ar vag d’ober hanter-dro, hag e voe taget ar vag c’hall. Trec’h e voe Rackham. Ken entanet e voe Rackham gant an taol (hag ar pinvidigezhioù kavet war ar vag) ken e kinnigas d’ar skipailh dont da vezañ morlaeron. Asantet e voe gant an holl, marteze peogwir o doa aon bezañ kondaonet d’ar marv abalamour d’o zaol-dispac’h).

Goude-se ec'h asantas Rackham bezañ pardonet e anv ar roue. Mont a reas da New Providence, er Bahamas. Eno e kejas ouzh Anne Bonny, hag a oa dimezet, hag e kouezhas e karantez ganti. Ken amourous e oa ken e tispignas ul lodenn eus e breizh eviti. Kejañ a reas ivez ouzh ar c'habiten Burgess, ur morlaer deuet da vezañ kourser hag a verdee er C’haraib a-benn preizhata bagoù spagnol.

Pa ouezas James Bonny (gwaz Anne) e oa un darempred etrezi ha Rackham e kelaouas Woodes Rogers, gouarnour New Providence. Gant ar gouarnour e voe kondaonet Anne da vezañ skourjezet. Neuze e tec’has-hi kuit asambles gant Rackham  : ur skipailh a savjont hag e e laerjont ur sloop. Anne en em wiskas evel ur paotr evit bezañ degemeret war ar vag, kemmañ a reas anv ivez, hag e voe anvet Adam Bonny.

Jolly Roger, banniel Jack Rackham

Goude meur a daol kaer kaset da benn gant Rackham hag e skipalih e tivizas gouarnour Bahamas kas ur vag armet da vat da dapout anezho. Rackham hag ul lodenn eus e skipailh a rankas tec’hout kiut. Neuze e voent paket gant skipailh ur vag spagnol, met dont a rejont a-benn da dec’hout kuit war-du aodoù Jamaika ur wech ouzhpenn. War un dro e laerjont meur a vag pesketa hag ur sloop. E miz Here 1720 e voe harzet Rackham hag e skipailh (ennañ Mary Read hag Anne Bonny) gant ar c’habiten Barnet. Hervez lod en defe klasket Rackham en em glevout en a-raok gant gouarnour Jamaika : chom a rafe a-sav gant e vicher ma ne vefe graet droug ebet da Anne Bonny ha Mary Read. Gwir pe gaou, an div anezho a zeuas a-benn da chom hep bezañ krouget peogwir e lavarjont o-div e oant dougerezed.

D’ar 16 a viz Du 1720 e voe kaset Rackham hag e skipailh da Spanish Town, (Jamaika). Barnet e voent evit bezañ bet morlaeron, ha krouget e voent en deiz war-lerc’h.