Jolly Roger
Jolly Roger eo anv saoznek banniel ar vorlaeron, warnañ e weler arouezioù dibabet ganto o-unan. Anv a voe graet anezhañ evit ar wech kentañ e 1700, pa voe taget ul lestr a Vro-Saoz gant ul lestr a Vro-C’hall (sturiet gant ar morlaer gall Emmanuel Wynne) er-maez da Guba. An dro-lavar "Jolly Roger" a voe implijet evit ar wech kentañ e 1724 el levr A General History of the Pyrates, skrivet gant ar c’habiten Johnson (Daniel Defoe).
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ne ouezer ket eus pelec’h e teu an anv, ha tabut a sav diwar an orin anezhañ. Hervez lod e teufe an dro-lavar saoznek « jolly roger » eus ar galleg "joli rouge", rak ruz e oa banniel bagoù ar vorlaeron c’hall kentañ. N’eus prouenn ebet a gement-se. Peurliesañ e veze daou vanniel ouzh al listri morlaeron : unan gwenn ha du da gemenn da skipailh al lestr taget ganto e oa dav en em zaskoriñ hep stourm, hag unan all ruz hag a dalveze kement ha “d’an emgann”. Ar banniel ruz-se a voe implijet gant merdeadurezh Bro-C’hall ha hini Bro-Saoz, ha gant kourserien an div vro-se adalek dibenn ar XVIIvet kantved. Hervez istorourien saoz zo e teufe an anv-se eus ar saozneg "Old Roger", implijet evit komz eus an diaoul.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar penn-marv hag ar gwerzhidoù-gar a zo arouezioù kozh ar marv, anavezet abaoe ar XVvet kantved. O gwelout a reer a-wechoù war bezioù zo, ar pezh ne dalvez ket tamm ebet e oa ur morlaer an den douaret dindanañ. Arouez an nerzh eo ar sabrenn, hini an amzer o tremen eo an eurier-traezh hag an divaskell. E-touez arouezioù all e kaver ar galon toullet gant ur goaf, gant takennoù gwad a-wechoù.
Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lod brasañ ar bannieloù kinniget amañ a zo bet ijinet n’eus ket pell zo, pe diazezet int bet war dielloù kozh ha damglok.
Banniel Jack Rackham
Banniel Emanuel Wynne
Banniel Edward Teach (Barv Du)
Banniel Henry Every
Banniel ruz Henry Every
Banniel Thomas Tew
Banniel Stede Bonnet
Banniel Christopher Condent
Banniel Christopher Moody
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) DEFOE, Daniel (1724) : A General History of the Pyrates, CreateSpace Independent Publishing Platform, 2017 (ISBN 978-1-9741-6149-2)