Thomas Tew

Eus Wikipedia

Thomas Tew (marvet e 1695) a oa ur morlaer saoz en arvor Rhode Island, en Amerika, er XVIIvet kantved. Lesanvet eo bet the Rhode Island Pirate (morlaer Rhode Island), hag e Kembre e kreder e oa kembreat.

Thomas Tew o kontañ e droioù-kaer, hervez Howard Pyle.

E gwirionez ne reas nemet div droiad vras preizhata, ha mervel a reas en hini diwezhañ. Met unan eus ar re gentañ e voe o vont gant an hent-mor anvet the Pirate Round a voe redet goude gant tud brudet evel Henry Every ha William Kidd. Ar pep brasañ eus pezh a ouvezer eus buhez Tew a deu eus levr Charles Johnson, A General History of the Pyrates, ma'z eo mesket fedoù ha mojennoù.