Lenn Tchad

Eus Wikipedia

Lenn Tchad a zo ul lenn vas vras eus Afrika. Disall eo he dour. En ur vro grin emañ ha pourchas a ra dour da 20 milion bennak a dud. Peder stad o deus aodoù war al lenn-se: Republik Tchad, dezhi anv al lenn, Kameroun, Niger ha Nigeria. Koazhet eo kalz gorread al lenn abaoe un toullad bloavezhioù: er bloaz 1963 e tape etre 23 000 km2 ha 25 000 km2 ha 4 000 km2 hepken er bloaz 2001, ha diskennet da 2 500 km2 e 2008.

Emdroadur Lenn Tchad eus 1983 da 2001 (NASA)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.