Guy Hascoët
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Guy Hascoët |
Anv-bihan | Guy |
Anv-familh | Hascoët |
Deiziad ganedigezh | 29 C'hwe 1960 |
Lec'h ganedigezh | Ar Mañs |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker |
Karg | kannad gall, kannad gall, kuzulier-rannvro |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | Ar Re C'hlas |
Guy Hascoët a zo ur politikour gall, ganet eo d'an 29 a viz Here 1960 e Le Mans (Sarthe).
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1992 e voe unan eus kevraouerien bennañ an emglev etre Ar Re C'hlas hag ar Parti socialiste e rannvro an Nord-Pas-de-Calais. Ar pal a oa e vefe gant Ar Re C'hlas ar c'hentañ prezidantez rannvro, Marie-Christine Blandin, Guy Hascoët a voe bet besprezidant.
E 1997 e teuas da vezañ kannad an Norzh, hag e miz Meurzh 2000 e zeas e-barzh gouarnamant Lionel Jospin evit dont da vezañ Sekretour-Stad evit ekonomiezh kengret, da lavaret eo ober war-dro ar c'hevredigezhioù, ar c'hevelourioù hag ar c'henwarezioù.
Goude bodadenn kevreadel Ar Re C'hlas e Reims e dibenn 2004 e klaskas dont da vezañ sekretour broadel ar strollad, met ne zeuas ket a-benn, ar raktres a ginnige a voe nac'het da gentañ gant ar CNIR. Kuitaat a ra neuze Ar Re C'hlas evit distreiñ da Vreizh evit en em gouestlañ d'e labour kuzulier war an diorroadur padus.
Dibabet e voe d'ar 7 a viz Du 2009 evit bezañ e penn al listenn Europe Ecologie Bretagne (hag a vodas Europe Ecologie hag UDB) da-geñver dilennadegoù rannvro 2009. Dastum a reas gant e listenn 12,21 % eus ar mouezhioù en dro gentañ, d'ar 14 a viz Meurzh 2010, izeloc'h eo an disoc'hoù eget ar pezh a c'hortoze met gellout a ra chom en eil tro. Ne zeu ket a-benn d'en em glevout gant Jean-Yves Le Drian (e penn eus listenn ar PS, ha prezidant ar rannvro betek-hen) etre an daou dro evit kendeuziñ an div listenn-se eus an tu kleiz. Adkas a ra neuze al listenn Europa Ekologiezh Breizh en eil tro. Ar rannvro gall nemeti eo evit pehini n'eus ket bet a emglev etrezo. Evit an eil tro e dapont 17,37 % eus ar mouezhioù, ar pezh a ro dezho 11 dilennad e Kuzul Rannvroel Breizh. E respet kentañ eo abaoe m'en deus dilezet e bost kannad.
Respetoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1989 -1995 : Kuzulier-kêr e Lille
- Meurzh 1992 - Meurzh 1998 : besprezidant kuzul-rannvro an Nord-Pas-de-Calais
- Mezheven 1997 - Meurzh 2000 : kannad RCV an Norzh
- Meurzh 2000 - 2002 : Sekretour-Stad evit an ekonomiezh kengret e gouarnamant Lionel Jospin, kenstaget ouzh ministr al Labour
- Abaoe ar 21 a viz Meurzh 2010 : ezel eus Kuzul Rannvroel Breizh