Carel van Mander

Eus Wikipedia
Poltred Carel van Mander da 56 vloaz (engravadur gant J. Saenredam diwar Goltzius, 1604).

Carel van Mander (miz Mae 1548 e Meulebeke - 11 a viz Gwengolo 1606 e Amsterdam), a oa ul livour hag ur skrivagner flamank. Ma n'eo ket priziet-tre a-fet livañ, ez eo brudet dreist-holl evit e zastumad buhezskridoù livourien izelvroat hag alaman ar XVvet hag ar XVIvet kantved.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilontegezh Scipio, 1600

Kaset e voe Carel van Mander da studiañ da c'h-Gent tro-dro 1560. Ne felle ket dezhañ bezañ gwerzher lien evel e vreur, neuze e tibabas al livañ hag al lennegezh. Deskiñ a reas e Gent gant a livour Lucas de Heere etre 1564 ha 1566, ha goude-se gant Pierre Vlerick e Kortrijk hag e Tournai. Goude-se ez eas da beurzeskiñ en Italia.

Dañs al leue aour , 1602

E Firenze e kejas gant Giorgio Vasari (1573), labourat a reas war ar murlivadurioù e Terni (1574), ha goude-se ez eas da Roma, hag eno e kejas gant ul livour flamank all, Bartholomeus Spranger e anv. Mignoned e teujont da vezañ (1574-77). Asambles e labourjont e lez Rudolf II. E 1578 e tistroas da Flandrez, hag e timezas gant Louise Buse. Bloaz goude e voe ganet ur mab[1].

Skarzhet e voe eus Flandrez abalamour d'ar reuz ha d'ar vosenn, hag en em staliañ a reas gant e familh e Haarlem e 1580 e-pad ur pennadig da gentañ, ha da-vat azalek 1583. Eno e kejas gant an engraver Goltzius, al livour Cornelis van Haarlem hag ar bankour Rauwaerts. Asambles e savjont akademiezh arzoù Haarlem.

Da gentañ e voe levezonet gant orbidouriezh Spranger. Er bloavezhioù 1590 e kemmas doare da livañ, naturalour ha rakbarok e teuas e oberennoù da vezaoñ, kazi sur diwar levezon Akademiezh Haarlem. Kermesoù a livas tro-dro 1600 hag er memes koulz en doe Frans Hals da skoliad.

E Amsterdam e varvas e 1606. Eno e oa deuet da chom e 1604 hag er bloavezh-se ivez en doa lakaet embann al levr a lakaje anezhañ da vezañ istorour kentañ skolioù arzoù an Norzh, ouzhpenn 70 vloaz a-raok Joachim von Sandrart.

Het Schilder-Boeck : Levr al livourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinnig ha framm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liorzh ar Garantez, 1602

Embannet gant van Mander e Amsterdam e miz Gouere 1604 hag embannet e Haarlem gant Paschier van Wesbuch e miz Kerzu 1604, anvet eo al levr Het Schilder-Boeck ("Levr al livañ'" pe "levr al livourien ") ennañ c'hwec'h testenn zisheñvel :

  1. Pennaennoù arz uhel-tre al livañ (d'ar marc'hadour taolennoù ha dastumer Melchior Wyngtis van Middelburg) enno displegadennoù diwar-benn ar gened ;
  2. Buhez livourien vrudet an henamzer (d'ar marc'hadour a Amsterdam Jacques Razet), dastumad testennoù Plin gozh hag Athenaios ;
  3. Buhez livourien italian modern (da Varthelemy Ferreris, gwerzher ha dastumer a Leyde), diwar labourioù Giorgio Vasari (van Mander a gejas gantañ en Italia war-dro 1573) hag eñvorennoù Van Mander pa oa en Italia ;
  4. Buhez livourien ilurañ an Izelvroioù hag Alamagn (da zaou vreser a Haarlem, Jan Matthysz Ban ha Cornelis Gerritsz Vlasman), lodenn vrasañ al levr eo, enni 94 pennad, da lavaret eo en-dro 100 buhezskrid (a vent disheñvel) diwar-benn livourien flamank, izelvroat hag alaman an Azginivelezh ;
  5. Displegadennoù diwar-benn Treuzfurmadurioù Ovidius (da Gedeon Fallet, sekretour kêr Amsterdam) ;
  6. Taolennadur delwennoù an henamzer (d'al livour Cornelis Ketel), an div destenn ziwezhañ o vezañ displegadennoù skeudennoù.

Evit a sell ouzh istor an arzoù ez eo ar pevar lodenn "Buhez livourien ilurañ an Izelvroioù hag Alamagn" (Het Leven der doorluchtige Nederlandsche en Hoogh duytsche Schilders) an hini bouezusañ. Enni e kaver div lodenn : en hini gentañ (71 pennad) e vez kinniget buhez hag oberennoù an arzourien marvet a-raok ma vefe embannet al levr, en eil hini (23 fennad) e kaver displegadennoù diwar-benn livourien ne oant ket marv d'ar mare-se.

E-pad meur a vloaz e reas van Mander enklaskoù[2]. Damheñvel eo e levr ouzh hini Vasari (Vite livourien italia an Azginivelezh). War ar seblant e voe levezonet van Mander gant labour e vestr kentañ, Lucas de Heere e anv, hag en dije skrivet ul levr anvet Buhez livourien aet da get, ha gant Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies (Antwerpen, 1572) gant Dominicus Lampsonius. Ur seurt respont e oa ivez da Giorgio Vasari hag a embanne e oa oberennoù italian an Azginivelezh gwelloc'h evit kement tra a veze graet en Europa. Van Mander a felle dezhañ diskouez e oa bet dibar labour arzourien alaman, flamank hag izelvroat azalek mare ar re Gent (XVvet kantved) a-fet teknik hag a-fet mestroniañ arz ar poltrediñ ha hini ar gweledvaoù.

Buhezskridoù a gaver e Het Leven ...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lodenn gentañ : Livourien (XVvet ha XVIvet kantved) marv a-raok 1604

  1. Hubert van Eyck ha Jan van Eyck
  2. Roger de Bruges (disheñvelet, dre fazi, diouzh Rogier van der Weyden, kinniget er pennad 8)
  3. Hugo van der Goes
  4. Diwar meur a livour, re gozh ha re vodern (Hans Sebald Beham, Lucas Cranach, Israel de Meckenen, Martin Schongauer, Hans Memling, Gerard van der Meire, Gerard Horenbout, Lievin de Witte, Lancelot Blondeel, Jean Vereycke, Gerard David, Jan Sanders van Hemessen, Jean Mandijn, Volckert Claeszoon, Jean Singher, Jean van Elburg de Gueldre, Arnould de Beer, Jean Crans, L. van Noort, Michel Gast, Pierre Bom ha Cornelis van Dalem)
  5. Van Ouwater
  6. Geertgen tot Sint Jans
  7. Dirk Bouts
  8. Rogier van der Weyden
  9. J. Cornelis
  10. Albrecht Dürer
  11. Engebrechtsz
  12. Bernard van Orley
  13. Lucas van Leyden
  14. Yann an Nederlandat
  15. Quinten Matsijs
  16. Hieronymus Bosch
  17. C. Kunst
  18. De Cock
  19. Jan van Calcar
  20. Pierre Koeck
  21. Joachim Patinir
  22. Henri Bles
  23. Lucas Gassel
  24. Lambert Lombard
  25. Hans Holbein ar Yaouankañ
  26. Vermeyen
  27. Jan Gossaert
  28. Joorisz
  29. J. van Cleef
  30. Heinrich Aldegraver
  31. J. Swart
  32. Livourien malinan
  33. J. Mostaert
  34. De Weert
  35. les van Cleef
  36. Antonio Moro
  37. De Backer
  38. Hieronymus Cock ha Matthias Cock
  39. Key
  40. Pieter Brueghel gozh
  41. Jan van Scorel
  42. Claeszoon
  43. Bueckelaer
  44. Frans Floris
  45. Pieter Aertsen
  46. Maarten van Heemskerck
  47. Aertszoon
  48. Hubert Goltzius
  49. Pierre Vlerick
  50. Bloklandt
  51. Lucas de Heere
  52. Jacques Grimmer
  53. Corneille Molenaer
  54. Pieter Balten
  55. Van Lierre
  56. Pieter ha Frans Pourbus gozh
  57. Geeraerts
  58. Christophe Schwartz
  59. Michiel van Coxcie
  60. Barentsen
  61. Lucas van Valckenborch ha Martin van Valckenborgh
  62. Hans Bol
  63. François ha Gillis Mostaert
  64. Marinus van Reymerswale
  65. Henri van Steenwyck
  66. De Ryckère
  67. Gillis Congnet
  68. Joris Hoefnagel
  69. Arnold Mytens
  70. Van Winghen
  71. Maarten de Vos

eil lodenn : Livourien oberiant e 1604

  1. Hans Vredeman de Vries
  2. Jan van der Straet, lesanvet Stradanus
  3. Gillis van Coninxloo
  4. Bartholomeus Spranger
  5. Cornelis Ketel
  6. Geldorp
  7. Miereveld
  8. Goltzius
  9. Vroom
  10. Soens
  11. Hans von Aachen
  12. Pierre ha Corneille De Witte
  13. Mathieu Bril ha Paul Bril
  14. Cornelis van Haarlem
  15. Jacques de Gheyn II
  16. Otto van Veen
  17. Jan Snellinck
  18. Joachim Wtewael
  19. Adam van Noort, Joos de Momper, Frans Badens
  20. "" ""
  21. David Vinckboons
  22. Arzourien vev liesseurt (C. Floris, P. Moreels, Grebber, C. Claesz, Van Somer, Van der Voort, E. Krynsz, Ravensteyn, Druyvesteyn, De Mosscher, T. Ariaensz, Van der Heck, Monfort, Cluyt, J. Ariaensz et Hubert Tons)


E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tresadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Skrapadenn Europa (1589) - Budapest
  • Apollon ha Dafne (tro 1589) - Firenze
  • Pan ha Sirinx (tro 1589) - Firenze
  • Kermes (tro 1600) - Pariz, Skol vroadel an arzoù-kaer
  • Madalen o vorc'hediñ - Londrez
  • Den en noazh, eus a-dreñv - Amsterdam, dastumad van Regteren-Altena
  • Penn ur vaouez - Haarlem, diazezadur Teyler

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Carel van Mander II pe Van Mander yaouank (1579-1623) e anv, bet livour taolennoù istorel ha kartoñsour pallennoù-moger.
  2. hervez Robert Genaille (gw.an notennoù), van Mander a stagas gant e enklaskoù e 1596-97, ha testennoù zo a skrivas azalek 1598.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Carel van Mander, Le livre de peinture, kinnig ha notennoù gant Robert Genaille, Hermann, 1965.
  • Karel Van Mander, Le Livre des peintres - Vies des plus illustres peintres des Pays-Bas et d'Allemagne, digoradur ha notennoù gant Véronique Gerard-Powell, Les Belles Lettres, , 2002, levrenn I ha II.