Lucas van Leyden

Eus Wikipedia
Lucas van Leyden : Emboltred

Lucas van Leyden, Lucas Hugensz pe c'hoazh Lucas Jacobsz (1494 e Leiden - 8 a viz Eost 1533 e Leiden), a oa ul livour hag un engraver izelvroat.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lucas van Leyden a voe ganet hag a gasas lod brasañ e vuhez e Leiden. Gwelet e vez evel unan eus engraverine wellañ holl istor an arzoù. Gant e dad e teskas ar vicher, hag ivez gant Cornelis Engelbrechtsen. an daou zen-se a oa livourien, padal e oa Lucas un engraver dreist-holl. Ne ouezer ket penaos e teskas teknik an engraviñ, met an engravadenn gentañ a anavezer diwar e zorn (Mohammed hag ar manac'h muntret) a zo deiziet e 1508, pa oa 14 vloaz nemetken.

Da 12 vloaz e livas istor Sant Hubert, ha da 18 vloaz e veze gwelet evel arzour gwellañ ar skol flamank, hag evel engraver gwellañ ar mare-se ivez. Daoust da se e kendalc'has da veajiñ a-benn gwellaat e zoare da labourat. Lavaret e vez e vije bet kontammet gant daou gevezer, ha mervel a reas nepell goude ma vefe distro d'e vro, da 39 bloaz. En holl e savas 172 engravadur. Ur pennad diwar e benn a gaver e-barzh Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies gant Dominicus Lampsonius.

Lot hag e verc'hed (e-tro 1509)

Oberennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • un Ecce homo
  • Distro ar Mab foran
  • Azeulerezh an tri roue
  • Dañs Madalen
  • Jezuz o pareañ den dall Jeriko
  • Ar Varnadenn ziwezhañ
  • Ar bartienn echedoù (1508)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.