Dominicus Lampsonius

Eus Wikipedia

Dominicus Lampsonius( 1532 e Brugge - 1599 e Liège) a oa ul lennegour, ur barzh hag un arzour flandrezat.

E vuhez hag e oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket brudet Lampsonius evel arzour, met kentoc'h evel damkanour an arzoù. Kenskrivañ a reas gant Giorgio Vasari, ha titouroù a roas dezhañ diwar-benn buhez hag oberenn Lambert Lombard hag a voe implijet er pennad gouestlet dezhañ e-barzh e levr Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori (Buhez al livourien, kizellerien ha savourien wellañ)[1].

Etre 1554 ha 1558 e voe sekretour Reginald Pole, hag eñ arc'heskop Canterbury. Gantañ ez eas da Roma ha da Liège, hag eno e kejas gant Lambert Lombard. Pa varvas Reginald Pole e labouras evit priñs-eskibien Liège : Robert de Berghes, Gerard van Groesbeek ha Ernst von Bayern.

Poltred engravet Jan van Eyck (1572)

E 1565 e skrivas buhezskird al livour Lambert Lombard : Lamberti Lombardi apud Eburones pictoris celeberrimi vita (embannet gant A. Del Vita e 1938). El levr-se e lakaas Lampsonius e vennozhioù war an arzoù.

E 1572 e lakaas embann ul levr ennañ 23 foltred livourien vrudet an Izelvroioù anvet Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies. Gant kement poltred a oa e savas Lampsonius ur barzhoneg latin. Otto van Veen a zeskas gant Lampsonius d'ar mare-se.

Lampsonius a skrivas ivez barzhonegoù e latin, hag a genskrivas gant Giorgio Vasari ha Giulio Clovio. N'anavezer nemet un daolenn savet gant Lampsonius, ur C'hroazstagadur eus 1576, a zo miret hiziv an deiz e iliz Saint-Quentin Hasselt.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • J. Vandermeersch, « Dominicus Lampsonius » in Dictionnaire des peintres belges .
  • J. Puraye, Dominique Lampson humaniste, 1532-1599, Liège, 1950.
  • Julius von Schlosser, La littérature artistique : manuel des sources de l'histoire de l'art moderne, Paris, 1996, p. 350

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Till-Holger Borchert - The discovery of the art of painting of Bruges; catalogue of the exhibition : Bruges and the Renaissance, 1998