Jan Gossaert
Jan Gossaert (Maubeuge, war-dro 1478-1añ a viz Here 1532, Antwerpen) a oa ul livour flandrezat, hag a veze graet Mabuse anezhañ ivez dre ma oa o tont eus Maubeuge (damheñvel eo an distagadurioù).
Ne ouzer netra eus deroù e vuhez. Diwar al levezonoù a santer en e oberennoù kentañ e kreder e oa o vevañ tost da Vro-C'hall. Bevet ha labouret en devoa en Italia (1508-1509), e Middelburg, en Utrecht, e Brusel hag en Antwerpen. Labouret en deus evit Fulup Bougogn, a voe eskob Utrecht. Alies e sav e oberennoù gant savadurioù bras en diadreñv, evel Van der Weyden, met n'eus ket kement a finesa nag a nerzh en e labour evel e re mestr Tournai ha Brusel.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- war-dro 1515 Sant Lukaz o livañ ar Werc'hez, eoullivadur war goad, 230 X 205 cm. Praha, Národní galerie.
- 1527 Danae, eoullivadur war lien, 114 x 0.95. München, Alte Pinakothek.
Metamorfozenn Hermafrodite ha Salmakis