Jacques de Gheyn ar Yaouankañ
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Izelvroioù ar Su |
Anv-bihan | Jacques, Jacob |
Deiziad ganedigezh | 1565 |
Lec'h ganedigezh | Antwerpen |
Deiziad ar marv | 29 Meu 1629 |
Lec'h ar marv | Den Haag |
Tad | Jacob de Gheyn |
Bugel | Jacob de Gheyn III |
Yezhoù komzet pe skrivet | nederlandeg |
Micher | livour, graphic artist, visual artist |
Studier | Jacob Vosmaer |
Oberenn heverk | Flowers in a Glass Flask, Venus and Cupid, Spanish Warhorse |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Jacques de Gheyn II (hag ivez Jacob de Gheyn II) (e-tro 1565 en Antwerpen - 29 a viz Meurzh 1629 e Den Haag) a oa ul livour hag un engraver izelvroat. En e zoare da livañ e weler emdroadur an arz : eus orbidouriezh Norzheuropa d'ar gwirliverezh nederlandat.
De Gheyn a zeskas gant e dad, Jacob de Gheyn I, hag a oa engraver, mestr-tresour hag ivez saver gwer-livet[1]. E 1585 ez eas da Haarlem. Goude-se e studias gant Hendrik Goltzius e-pad pemp bloaz. E-kreiz ar bloavezhioù 1590 ez eas da Leiden. E-touez an oberennoù kentañ a voe goulennet gantañ e voe un engravadur eus e Seziz Geertruitenberg gant kargidi Amsterdam e 1593. E-tro 1600 e tilezas en engraviñ, hag e labouras a-zevri-kaer war al livañ hag al labour gant an dour-kreñv. E 1605 ez eas da Den Haag hag eno e labouras evit rouaned ar vro : gantañ e voe aozet tres ul liorzh e Buitenhof evit Priñs Maorits van Oranje, ennai an div islonk kentañ bet aozet en Izelvroioù. Goude marv ar Priñs e 1625 e labouras de Gheyn evit e vreur, Frederik Hendrik van Oranje e anv. De Gheyn a livas ar vanitas kentañ a voe livet en Izelvroioù, hag ivez lkivadurioù merc'hed en o noazh, taolennoù divuhez. Soñjal a reer e savas war-dro 1 500 tresadenn, en o zouez gweledvaoù ha skeudennoù diwar-benn an natur. 117 engravadur diwar e zorn a voe embannet el levr arme Pleustriñ gant armoù e-keit ma oa o chom en Amsterdam[2],[3].
De Gheyn a zimezas gant Eva Stalpaert van der Wiele eus Mechelen e 1595.[3] E vab, Jacob de Gheyn III e anv, a voe ganet e 1596. Un engraver e teuas da vezañ ivez, ha gant Rembrandt e voe livet e boltred[4].
-
Marc'h gwenn
-
Peder logodenn (dourlivaj), gant Jacques de Gheyn
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gheyn, de. (2000). The Grove Dictionary of Art.
- ↑ "Jacques de Gheyn II." (n.d.). The Getty.
- ↑ 3,0 ha3,1 Jacques de Gheyn II. (2000). The Grove Dictionary of Art.
- ↑ Kren, Emil, & Marx, Daniel. GHEYN, Jacob de II. (n.d.) Web Gallery of Art.