Mont d’an endalc’had

Lucas de Heere

Eus Wikipedia
Daou bar saoz, an eil gant dilhad ar Parlamant, egile gant dilhad urzh an arigell gant un halabarder gwisket gant ul lifre eus mare Elizabeth I, gant Lucas de Heere, 1567

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Lucas de Heere (1534 e Gent - 29 a viz Eost 1584 e Pariz) a oa ul livour flamank. Ouzhpenn livañ poltredoù e oa ivez barzh ha skrivagner.

De Heere a oa protestant, ha rankout a reas tec'hout pa darzhas Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz a-enep da Fulup II Spagn, hag a felle dezhañ diskar ar brotestantiezh. De Heere a dec'has kuit war-du Bro-Saoz,ha distreiñ a reas goude Peoc'h Gent e 1576.

Brudet-tre e oa ha pinvidik-mor e teuas da vezañ. Ar poltred a reas eus Catrin o Ferain a c'haller gwelout e Mirdi Broadel Kerdiz. Gantañ e voe livet ur poltred eus Fulup II e 1553, evel m'eo testeniet en ul lizher gant ar c'hardinal Granvelle; soñjal a reer ez eo al livadur a c'haller gwelout hiziv an deiz e mirdi ar Prado[1].

E Bro-Saoz e voe kelenner da veur a arzour izelvroat: John de Critz, marteze ivez Marcus Gheeraerts yaouank, ha marteze ivez ar Saoz Robert Peake kozh.

  1. Museo del Prado, Catálogo de las pinturas, 1996, p. 172-3, Ministerio de Educación y Cultura, Madrid


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]