Haaretz
Deiziad krouiñ | 1919 |
---|---|
Titl | הארץ, Haaretz |
Stad | Israel |
Daveennoù douaroniel | 32°3′7″N 34°46′21″E |
Luskad politikel | Tu-kleiz |
Ideologiezh politikel | frankizouriezh sokial, sokial-demokratelezh, Frankizouriezh |
Perc'hennet gant | Salman Schocken, DuMont Media Group, Leonid Nevzlin |
Erlec'hiañ a ra | The Palestine News |
Embanner | Aluf Benn |
Ti-embann | Amos Schocken |
Bro orin | Israel |
Yezh an oberenn pe an anv | Israeli (Modern) Hebrew, saozneg, hebraeg |
Dasparzher | Google Play, App Store |
Stumm ar gazetenn | Berliner |
Chomlec'h | שוקן 21, תל אביב, 61001 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.haaretz.com/, https://www.haaretz.co.il/ |
Haaretz (hebraeg :הארץ, a dalvez "ar vro") a zo unan eus teir c'hazetenn vroadel Israel. Krouet eo bet e Jeruzalem e 1919. Perc'hennet eo gant ar familh 3. Etre 1939 ha 1990 e voe diazezet pennmennozhioù ar gazetenn gant Gershom Schocken. En e blas e teuas Hanoch Marmari ha Yoël Esteron. War o lerc'h e teuas David Landau ha Tami Litani e 2004. Hiziv an deiz ez eo Amos Schocken hag a zo perc'henn anezhi. Trede kazetenn vroadel ar vro eo, goude Maariv ha Yedioth Ahronoth : brasoc'h eo levezon Haaretz evit an niver a skouerennoù gwerzhet. Ur gelaouenn eus an tu kleiz eo, klasel he stumm, damheñvel ouzh Le Monde pe c'hoazh International Herald Tribune. E-barzh Haaretz e kaver ivez pennadoù hag a sav a-du gant ar fet ez afe kuit ar yuzevien diouzh an tiriadoù aloubet, ha re all hag a sav a-du gant ar Balestiniz. A-fet relijion ez eo ur gelaouenn kentoc'h a-enep, hag enni e vez lakaet ar c'hudennoù relijiel da gudennoù ar gevredigezh.
Kazetennerien vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yoël Marcus,
- Zeev Schiff, brudet a-drugarez d' e varregezhioù evit a sell ouzh ar c'hudennoù surentez hag an arme
- Gideon Levy,
- Danny Rubinstein,
- Amir Oren,
- Amira Hass, unan eus ar gazetennerien israelat nemeto hag a vez o chom en tiriadoù aloubet (e Ramallah)
An embregerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tro 75 000 skouerenn a vez moulet e-pad ar sizhun, ha tro 95 000 da Wener. Ur stumm saoznek a vez gwerzhet asambles gant International Herald Tribune. Evel forzh pe gelaouenn all e kaver stagadennoù enno pennadoù diwar-benn al lennegezh, an armerzh, pe ar sportoù. Evel holl gazetennoù Israel e kaver enni ur stagadenn embannet bep Gwener, hag anvet Mossaf Haaretz. Un ti-moulañ a zo perc'hennet ivez gant an embregerezh. En holl ez eo perc'henn war 15 kazetenn zisheñvel, en holl e talvez an embregerezh war-dro 100 milion dollar, met dleoù a zo.