François de Beaulieu

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


François de Beaulieu zo ur skrivagner breizhat, en deus skrivet kalz diwar-benn an natur e Breizh. Mab eo d'ur pastor alaman, ha diskennad d'ur familh protestanted repuet e Prus da vare ar Brezelioù ar relijion.

François de Beaulieu a grog e vuhez stourmer e Paris e 1967. Tost eus ar metoù saviadelour e kemer perzh e darvoudoù Mae 68. Degemeret eo eta en Etrevroadel saviadelour e fin ar bloavezh. Skarzhet eo eus ar strollad avat e 1971. Distreiñ a ra neuze da Vreizh, da Vontroulez, er bloavezhioù 1970, e lec'h ma krog da zaremprediñ ar metoù ekologour. Adalek 1975 e ren ar stourm a-enep ar raktres kreizenn nukleel e Beg-ar-Fri. Krouiñ a ra ivez Montroulez Ekologiezh, hag en em ginnig a raio dindan an anv-se da goulz dilennadegoù lezennat 1978. 2,75% eus ar mouezhioù a yeas gantañ. Ar bloavezh war-lerc'h eo 25vet war listenn an ekologourien, Europe Écologie, evit dilennadegoù europat 1979. Sekretour meur Breizh vev eo dibaoe 1998. Meur a levr en deus bet skrivet war an natur e Breizh.

Un nebeud levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mer vivante en Bretagne,
  • Quand on parle du loup en Bretagne,
  • La Bretagne - idées reçues,
  • Bretagne sauvage,
  • Les jeux des Bretons,
  • Mon père, Hitler et moi