Etrevroadel saviadelour
An Etrevroadel saviadelour (galleg : 'Internationale situationniste pe c'hoazh IS) a oa ul luskad reveulzier hag a lakae da bal distruj kevredigezh an arvestiñ. A-fet politikerezh e oa un heuliad eus mennozhioù Karl Marx, re Anton Pannekoek, re Rosa Luxemburg, hag ivez mennozhioù diazez komunouriezh ar c'huzulioù ha re ar strollad anvet Socialisme ou barbarie (Claude Lefort, Cornelius Castoriadis en o zouez) er bloavezhioù 1950. Ouzhpenn an dachenn bolitikel e felle d'al luskad mont war dachenn an arzoù. Ar pal a oa kas pelloc'h ar mennozhioù bet diwanet a-drugarez da luskadoù evel dada, luskad al lizherennourien hag an dreistgwirvoudelezh. Aozet e voe ez-ofisiel e 1957 e-pad prezegenn Gosio di Arroscia, hag en aozadur e kaver izili meur a aozadur all :
- Internationale lettriste,
- Mouvement international pour un Bauhaus imaginiste,
- Comité psychogéographique de Londres
- hag ur strollad livourien italian.
Testenn ziazez ar strollad a voe skrivet e 1957 gant Guy Debord, anvet e voe Rapport sur la construction de situations.... Enni e kinnige Debord "cheñch ar bed" ha mont dreist d'an holl luskadoù arzoù en ur cheñch, e forzh pe zoare, ar vuhez pemdez. Ma oa bet divizet mont war dachenn an arzoù, e kemmas buan an aozadur hag ez eas da vat dachenn ar politikerezh (gwelout levr Debord : La Société du spectacle). Un disparti a voe neuze e 1962 : diouzh un tu an arzourien, diouzh an tu all, ar bolitikourien. Goude-se e voe skarzhet an arzourien diouzh an aoadur ganr ar bolitikourien.
Ar gelaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Holl zanvez an aozadur a gaver er gelaouenn "Internationale situationniste" hag e daou levr : "Traité de savoir vivre à l'usage des jeunes générations" (1967), gant Raoul Vaneigem ha "La société du spectacle" (1967), gant Guy Debord. Er gelaouenn e kemeras perzh Guy Debord, Mohamed Dahou, Giuseppe Pinot-Gallizio, Maurice Wyckaert, Constant, Asger Jorn, Helmut Sturm, Attila Kotanyi, Jørgen Nash, Uwe Lausen, Raoul Vaneigem, Michèle Bernstein, Jeppesen Victor Martin, Jan Stijbosch, Alexander Trocchi, Théo Frey, Mustapha Khayati, Donald Nicholson-Smith, René Riesel, René Viénet. 12 niverenn a voe embannet etre 1958 ha 1969.