Abdülhamit II
Abdülhamit II , ganet d'an 21 a viz Gwengolo 1842, a voe 34vet sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Abdülmecit I ha breur Murat V.
Ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vonreizh a voe lakaet e plas e penn kentañ e ren ha Turkia a zeuas da vezañ ur vonarkiezh bonreizhel e 1876. Padal ar galloud a chome da vat gant ar sultan.
Brezel a voe etre an impalaeriezh otoman ha Rusia diwar-benn ar Balkanoù e 1877-1878 (anvet 93 Harbi e turkeg (Brezel 93) dre ma krogas e bloavezh 1293 an deiziadur muzulmat). An arme rus a yeas betek tal-kichen Istanbul ha koll a reas an Otomaned Bulgaria, Roumania ha Montenegro. Diwar ar c'holloù-se e savas ar meno foran a-enep d'ar sultan hag hemañ a dorras ar bonreizh.
E 1895 e voe asantet gant Abdülhamit II lakaat e plas reformoù goulennet groñs gant Europa evit an Armeniz. Diwar-se e voe emsavadegoù (dreist-holl e reter Anatolia) ha lazhadeget kalz Armeniz. Ar sultan ne enebas ket ouzh al lazhadeg hag en abeg da se e voe lesanvet ar sultan ruz.
Strolladoù enebet ouzh ar sultan a voe krouet :
- e 1889 : ar Jön Türkler (diwar ar galleg : Turked yaouank).
- e 1906 : Osmanli Hürriyet Cemiyeti (Kevredigezh Otoman ar Frankiz)
Bodañ a reas an daou strollad-se e 1907 dindan an anv Ittihat ve Terakki (Unaniezh ha Mont war-raok). Rediañ a rejont ar sultan da asantiñ ur bonreizh nevez e 1908.
Goude-se e voe renet ar vro ent-gwirionez gant tud Ittihat ve Terakki. Skarzhañ a rejont ar sultan d'ar 27 a viz Ebrel 1909 ha lakaat Mehmet V en e blas.
Mervel a reas Abdülhamit II d'an 10 a viz C'hwevrer 1918.
En e raok: Murat V |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1876 – 1909 |
War e lerc'h: Mehmet V |