Mehmet V
Mehmet V, ganet d'an 2 a viz Du 1844, a voe 35vet sultan an impalaeriezh otoman. Mab e oa da Abdülmecit I. 65 bloaz e oa pa voe lakaet war tron an impalaeriezh gant tud ar strollad Ittihat ve Terakki d'ar 27 a viz Ebrel 1909. Ne oare seurt ebet diwar-benn mererezh ar vro ha leuskel a reas ar galloud d'ar re o doa lakaet anezhañ e penn an impalaeriezh. Mervel a reas d'an 3 a viz Gouere 1918.
Darvoudoù dindan e ren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dindan e ren e oa toc'hor an impalaeriezh otoman ha rediet da gemer perzh e brezelioù : brezel Tripolitania ouzh Italia, eil brezel ar Balkanioù ouzh Gres, hag ar brezel-bed kentañ ouzh Bro-Saoz ha Bro-C'hall.
E 1915 e voe rebechet ouzh an Armeniz reiñ skoazell d'ar Rusianed hag ur gouennlazh a voe da heul ma varvas etre 500.000 hag 1 milion a dud ennañ. Ur bloaz goude, pa aloubas ar Rusianed reter Turkia, eo ar vuzulmaned a voe lazhadeget gant milisoù armenian.
En e raok: Abdülhamit II |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman ![]() 1909 – 1918 |
War e lerc'h: Mehmet VI |