Jihad
Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout ISLAM |
Kredennoù ha kustumoù |
---|
Unded Doue • Disklêriadenn a feiz • Pedenn • Yun • Karitez • Pirc'hirinded |
Pennoù bras |
Mohammed • Abu Bakr • Ali • Tiegezh Mohammed • Kompagnuned Mohammed • Profeded Islam |
Skridoù ha lezennoù |
Koran • Sunnah • Hadith • Barnadurezh • Doueoniezh • Buhezioù Mohammed • Charia |
Skourroù |
Sunnit • Chiit • C'harijit • Soufiegezh |
Kevredigezh |
Studioù islamek • Istor • Prederouriezh • Skiant • Arz • Savouriezh • Kêrioù • Deiziadur • Gouelioù • Maouezed • Maouezed er C'horan • Pennoù relijiel • Politikerezh • Islamouriezh • Frankizouriezh • Salafiezh |
An djihad pe jihad (en arabeg : جهاد djihâd), a vez graet eus un dever relijiel a gaver en islam hag er babelezh. En arabeg, e talvez kement hag « emnac'h », « striv », « stourm » pe « harzerezh », alies e vez treuzkomprenet gant « brezel santel ». Ar ger jihad zo implijet tregont gwech er C'horan, alies gant stumm an droienn « al-ǧihād bi amwalikum wa anfusikum » a c'hellfec'h treiñ gant « stourm evit ho madoù hag ho eneoù ». An djihad zo neuze da vezañ komprenet evel « grit ur striv evit mont etrezek hent Doue ». Hervez Averroes, en islam e kaver pevar ster evit an jihad : gant ar galon, gant an teod, gant an dorn ha gant ar c'hleze.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er ger arabek « djihad » e kaver al lizherennoù ǧ - h - d, a dalvez kement ha "striv". Alies e vez displeget an Djihad evel « Grit ur striv evit mont etrezek hent Doue ». Hervez ar mare istorel ez eo disheñvel ster ar ger:
- brezel santel, evit difenn pe ledañ ar feiz muzulman
- stourm, stourm a-enep diaesterioù pe enebourien
- harzerezh, herzel ouzh an droug