Jóhanna Sigurðardóttir

Eus Wikipedia
Jóhanna Sigurðardóttir, kentañ ministr Enez ar Skorn (2009-2013)

Jóhanna Sigurðardóttir, ganet d'ar 4 a viz Here 1942 e Reykjavík, a zo r bolitikourez islandat, anvet da gentañ ministrez Enez ar Skorn d'ar 1añ a viz C'hwevrer 2009 (ar 24vet e oa). Ezel eo eus ar Samfylkingin, ur strollad politikel islandat sokiodemokrat. Sachet he deus evezh ar gelaouerien etrevroadel abalamour m'emañ o vevañ gant ur vaouez, ar skrivagnerez Jónína Leósdóttir, goude bezañ bet daou vugel gant he fried a-raok.

Plediñ a reas gant an enkadenn arc'hant a rae he reuz er vro d'an ampoent. Padout a reas he resped betek an 23 a viz Mae 2003.

Strolladoù politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo er strolladoù-mañ:

  • Alþýðuflokkurinn, ar Strollad Sokiodemokrat (1978 – 1994)
  • Kuitaat a reas ar stollad da sevel Þjóðvaki, pe Dihun ar vro, un emglev strolladoù bihan eus an tu kleiz (1994 – 2000)
  • Samfylkingin, an Emglev Sokiodemokrat, dorn-ouzh-dorn gant ar Strollad sokiodemokrat, adalek 2000