Samfylkingin (islandeg a dalvez Emglev sokial-demokrat) a zo ur strollad politikel sokial-demokrat islandat. Ur strollad eus an tu kleiz kreiz eo. Krouet eo bet an Emglev e 1999, hag ennañ ez eus bet kendeuzet pevar strollad e miz Mae 2000 : Alþýðuflokkurinn (Strollad sokial-demokrat), Alþýðubandalagið (Unvaniezh ar bobl), Samtök um kvennalista (Unvaniezh ar maouezed) ha Þjóðvaki (Emsav broadel). Dont a reas da vezañ strollad politikel brasañ Island goude dilennadeg ar parlamant e 2009. Jóhanna Sigurðardóttir (hag a zo ezel eus an Emglev) eo a zo kentañ ministrez Island. Dilennet eo bet da brezidantez an Emglev d'an 28 a viz Meurzh2009 (98% eus mouezhioù izili ar strollad).