Strollad glas an tu kleiz (islandeg :Vinstrihreyfingin - grænt framboð) a zo ur strollad politikel islandat bet krouet e 1999 gant un nebeud dilenndi en Alþingi a savas a-enep kendeuziñ strolladoù an tu kleiz islandat e Samfylkingin. Diazezet eo programm ar strollad war ar sokialouriezh demokratel, ar wregelouriezh ha difenn an endro. Stourm a ra ivez evit ma kemerfe perzh ar geodedourien e merañ o bro war-eeun. Sevel a ra a-enep emezeliñ Island e NATO, a-enep ma'z afe Island en UE, hag a-enep aloubadeg Iraq hag Afghanistan gant arme SUA. Sevel a ra ivez a-du gant stourm ar Balestiniz.
Ezel eo eus Unvaniezh c'hlas ha kleiz an Norzh.
E-tro 3 000 ezel a zo ennañ. Steingrímur J. Sigfússon eo a zo prezidant ar strollad, Katrín Jakobsdóttir a zo bezprezidantez, ha Drífa Snædal a zo sekretourez.
Da-geñver dilennadeg ar parlamant e 1999 e tapas kaout 9,1% eus ar mouezhioù, da lavaret eo 6 dileuriad en Alþingi. 5 dileuriad a dapas e dilennadeg 2003 (8,8%) hag e
2007 e tapas kaout 9 dileuriad (14,3% eus ar mouezhioù).
E 2009 e kemeras perzh er gouarnamant kenunaniezh gant Samfylkingin. En dilennadeg da-heul e kreskas e niver a gannaded (9 da 14) ha e teuas da vezañ trede strollad politikel brasañ Island (21,7% eus ar mouezhioù).
| Dilennadeg |
Niver a vouezhioù |
Dregantad |
Dileuridi |
Disoc'h an dilennadeg |
| Dilennadeg parlamant Island 1999 |
15 115 |
9,1% |
6 |
Trec'h Strollad ar frankiz |
| Dilennadeg parlamant Island 2003 |
16 129 |
8,8% |
5 |
Trec'h Strollad ar frankiz |
| Dilennadeg parlamant Island 2007 |
26 136 |
14,3% |
9 |
Trec'h Strollad ar frankiz |
| Dilennadeg parlamant Island 2009 |
40 580 |
21,7% |
14 |
Trec'h an Emglev sokial-demokrat |