Ambrosius Holbein
Ambrosius Holbein (e-tro 1494 en Augsburg – e-tro 1519 e Basel) a oa ul livour, un treser hag un engraver suis hag alaman.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Breur henañ Hans Holbein ar Yaouankañ e oa. An daou anezho a oa ganet en Augsburg hag a oa d'ar mare-se ur gêr a-bouez evit an arzoù, ar sevenadur hag ar c'henwerzh. Mibien e oant da Hans Holbein an Henañ. Gantañ eo e teskjont al livañ, an engravañ, ar goveliañ hag ar sevel bravigoù. E 1515 edo Ambrosius o chom e Suis, e Stein am Rhein, ma sikouras al livour Thomas Schmid d'ober war-dro murlivadurioù manati Sant Jord. E 1516 edo Ambrosius hag e vreur Hans e Basel. Eno e labouras e stal-labour Hans Herbster. E 1517 e voe degemeret e kouch livourien Basel, ha broadet ha degemeret evel keodedour e 1518. "Poltred ur melegan yaouank" ha "Poltred un duard yaouank" a zo e-touez an oberennoù gwellañ a savas d'ar mare-se. War ziskouez emaint e Kunstmuseum Basel.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwerc'hez hag he bugel, 1514, Basel, Kunstmuseum
- Poltred ur melegan yaouank, 1516, Basel, Kunstmuseum
- Poltred un duard yaouank, 1517, Basel, Kunstmuseum
- Poltred Jörg Schweiger, 1518, Basel, Kunstmuseum
- Poltred ur paotr yaouank, 1515, Darmstadt, Hessisches Landesmuseum
- Ginivelezh, 1514, Donaueschingen, Fürstlich Fürstenbergische Gemäldegalerie
- Ginivelezh, Munich, Klerikalseminar Georgianum
- Poltred Johannes Xylotectus (Zimmermann), 1520, Nuremberg, Germanisches Nationalmuseum
- Poltred ur paotr yaouank, 1518, St Petersburg, Hermitage Museum
- Poltred ur paotr yaouank, 1518, (roet alies da Hans Holbein yaouank), Washington, National Gallery of Art