Alain Chabat

Eus Wikipedia

D'ar 24 Du 1958 e Oran (Aljeria) eo bet ganet Alain Chabat. Un aktour hag ur sevener sinema gall eo.

Alain Chabat 2006.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur sevener, aktour, produktour (gant ar c'hevredad produiñ «Wam»), ur senarioner hag un animatour skinwel eo.


Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yuzevien eo e dud (sefarad). E Frañs eo erru Alain Chabat e 1962.

Penn-kentañ ar red micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget en deus da dresañ bandennoù treset a-raok bezañ klevet war ar wagenn adalek 1980 war Radio Andorre ha France Inter ma voe gant kevratoù bihan evit an abadenn « l’oreille en coin».

E RMC en em gavas gant Pierre Lescure. Eñ a ginnigas dezhañ e 1984 mont gantañ evit labourat war ur chadenn tele nevezpour, Canal Plus. Kregiñ a reas gant an amzer ha pemp miz diwezhatoc'h e vuhezo «4C+» un abadenn-bemzediek war-eeun, gant c'hoarioù, klipoù, sketchoù ha kouvidi.

Buheziñ a reas « Prochainement sur Canal + » er memes mare, un abadenn sizhuniek gant Daniel Toscan du Plantier hag un dibab pennadoù e abadenn « Zénith », kinniget gant Michel Denisot.

An uhelvrud : mare «Les Nuls»[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1987, Alain Chabat a savas ar pevarad anvet Les Nuls war ar chadenn da baeañ Canal Plus. Gant Chantal Lauby, Bruno Carette ha Dominique Farrugia e roas buhez da pennadoù fentus en heuliadenn egorel Objectif Nul pe en abadenn Nulle part ailleurs, gant ar c'heleier faos. Adkroget a reas gant ar c'heleier faos en abadenn Les Nuls l'émission.

Un distro a reas er skinwel war ar chadenn Comédie! da gentañ en ur vuhezañ e-pad un nebeud mizioù La grosse émission e 1998, hag adarre war Canal Plus e 2001 gant ar c'hoari anvet Burger Quiz, ur c'hoari gant goulennoù iskis-tre a zlee respont an emstriverien kelc'hiet gant kouvidi (aktourien, fentigellerien), en ur ginklañ predoù war ar prim.

Ar sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll-filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Patrom:Listenn aktourien (En holl filmoù a heul eo aktour Alain Chabat da nebeutañ) :

Animatour tele[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da welout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]