Mont d’an endalc’had

Oran

Eus Wikipedia
Oran
commune of Algeria, kêr, kêr vras, large city
Anv ofisielوهران Kemmañ
Anv er yezh a orinوهران, ⵡⴰⵀⵔⴰⵏ Kemmañ
Anv annezidiOranais, Oranaise, وهراني, وهرانية Kemmañ
Yezh ofisielarabeg, Standard Algerian Berber Kemmañ
StadAljeria Kemmañ
Kêr-benn eusOran Department, Proviñs Oran, arrondissement of Oran, Oran District Kemmañ
E tiriadOran District Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
War riblGulf of Oran Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°41′49″N 0°37′59″W Kemmañ
Perc'henn warAhmed Zabana Stadium, Stade Habib Bouakeul, Miloud Hadefi Stadium Kemmañ
A zo stok ouzhMers El Kebir, Bir El Djir, Sidi Chami, Es Senia, Misserghin Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Oran, Siege of Oran and Mers El Kébir, Sieges of Oran and Mers El Kébir, Siege of Oran Kemmañ
Kod-post31000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.oran-dz.com/ Kemmañ
Istortimeline of Oran Kemmañ
Kod pellgomz an takad041 Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Oran Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Oran Kemmañ
Map

Oran (وهران, Wahrān en arabeg ; ⵡⴻⵀⵔⴰⵏ e berbereg) eo eil brasañ kêr Aljeria, hag unan eus ar re bouezusañ eus ar Maghreb. E gwalarn Aljeria emañ, 432 km eus Aljer, ar gêr-benn. E 2008 e oa er gumun-se 937 544 annezad, hag e 2019 e oa 1 570 000 annezad en tolpad kêrioù.

Oran a zo savet war vord ribl su ar Mor Kreizdouar.

Porzh mor Oran.

En Oran ez eus un hin kreizdouarel boutin merket gant ur mare sec'hor hañvek, hag ur goañv dous.

Hidrografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Oran e vank an dour mat da evañ, hag alies-tre e vez holen e-barzh. Ar mank a gelaouadurioù hag a studioù war an dour isdouarel el lenn o deus bountet «Ministrerezh an Danvez Dour» da c’hourc’hemenn e 2002 ur studi hollek war se.

Transportoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oran n'eus ket kalz a drañsportoù, setu perak an embregerezh ETO (Entreprise du Transport Oranais) o deus gounidet kirri-boutin nevez met nemet 70% eus ar pezh o doa goulennet eo. Neuze n'eo ket trawalc'h evit ar studierien a zo eno. Abaoe 2013 ez eus un tramway e Oran.

Broadel hag etrevroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An daou zoare treuzdougen a-bouez evit mont da Oran eo ar c'harr-nij hag ar vag. Aerborzh Etrebroadel Ahmed Ben Bella a zo 12 km eus kreiz-kêr Oran, ha bagoù a zo evit mont eus Oran betek Marselha, Seta, Alacant pe Almeria.

Ranngêrioù ha karterioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Karterioù kêr Oran.

Rannet eo Oran e daouzek ranngêr anvet ivez « secteurs urbains» pe lodennoù kêr.

Ranngêr istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ranngêr Sidi El Houari a zo kreiz istorel ar gêr. Lec'hiet eo e Norzh-Kornog Oran, e Ras El Aïn, e Murdjadjo hag e-kichen ar Mor Kreizdouar. Bez eus merkoù eus kalz a sevenadurioù disheñvel : spagnolek, turkek ha gall.

Tolpad-kêrioù Oran

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meurgêr Oran a vod kalz a gomunioù, div anezhe torbezennet d'ar gêr.

Bir el-Djir a zo diouzhtu e reter da Oran. «Arcole» e oa anvet, da goulz an drevadenniñ, 8 km eus kreiz-kêr Oran. Ar gêr-mañ a zo chomet troet war al labour-douar betek fin ar bloavezhioù 1980. Hiziv an deiz ez eus 118 000 a annezidi eno. Meneget e vez saverezh ur stad olimpek gant 50 000 plas.

Un nebeud amzer goude ma voe diazezet kêr e oa kroget Omeyyaded Kordoba hag ar Fatimided da glask tapout Oran ha bec’h etrezo. Adalek ar bloavezhioù 1000 e oa ur gumuniezh yuzev eno. E 1077 e voe renet kêr gant riez an Almoravided, Youssef ibn Tachfin, e-pad 68 bloaz. E 1145 e voe aloubet Oran gant ar strolladoù Almohoded eus Abdl al Mumin.

ibn Ali dija trec'h e Tlemcen, c'hoant o doa mont davet porzh Mers el-Kebir e-lec'h oa ret dezho kemer ar vag evit mont da Andalouzia, pa 'n em lazhas an emir almoravidat Ibrahim Ben Tachfin hag e garedig Aziza pa gouezhjont diwar o c’hezeg eus nec'h menez Murdjajo.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.