Mont d’an endalc’had

Lagos

Eus Wikipedia
Lagos
kêr, port city, kêr vras, tolead kêr, megalopolenn, former national capital
Deiziad krouiñ1472 Kemmañ
Anv ofisielLagos Kemmañ
Anv er yezh orinLagos, Èkó Kemmañ
Anv annezidiLagosian, Lagotien, Lagotienne Kemmañ
Yezh ofisielsaozneg Kemmañ
KevandirAfrika Kemmañ
StadNigeria Kemmañ
Kêr-benn eusNigeria, Southern Nigeria Protectorate, Federation of Nigeria, First Nigerian Republic Kemmañ
E tiriadLagos State Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel6°27′22″N 3°23′37″E Kemmañ
Penn an aotrouniezhBabajide Sanwo-Olu, Rilwan Akiolu Kemmañ
Kod-post100001–112005 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.lagosstate.gov.ng/ Kemmañ
HashtagLagos Kemmañ
Istortimeline of Lagos history Kemmañ
Kod pellgomz an takad010 Kemmañ
Map
Ar marc’had e Lagos
Ar marc’had e Lagos

Lagos eo kêr vrasañ Nijeria hag unan eus kêrioù brasañ Afrika, annezet m’eo gant 7 937 932 a dud (e 2006, e kêr hepken) (an eil kêr vrasañ war-lerc’h Kaero, en Ejipt). Kêr-benn Nijeria e oa betek 1991, pa oa bet lakaet Abuja da gêr-benn [1][2][3]. Bez’ eo c’hoazh kêr-benn armerzhel ar vro avat. E miz Du 2025, hollad poblañs kêr a zo istimet da vezañ etre 17 hag 21 milion a annezidi[4][5][6][7][8] hag unan eus ar re o kreskiñ ar buanañ e-touez ar megalopolennoù eus ar bed-holl.[9][10]

War bord ar mor emañ hag en em astenn a ra war meur a enezenn. Ur gêriadenn vihan e oa da gentañ, anvet Eko, met kreskiñ a reas buan dre ma oa unan eus ar porzhioù mat war aod pleg-mor Ginea. Adalek ar XVvet kantved e voe darempredet gant martoloded eus Europa, Portugaliz da gentañ penn. Int eo a roas an anv Lagos d’ar gêr en enor d’ur gêr eus kreisteiz Portugal. Kenwerzh ar sklaved hag an ivor a veze graet ganto dreist-holl. Ar Saozon a gemeras kêr e 1807 ha ganto e voe lakaet fin da genwerzh ar sklaved e 1861. Pa voe savet trevadenn Nijeria e 1914, e teuas Lagos da vezañ he c’hêr-benn. Derc'hel a reas da vezañ kêr-benn ar vro pa zeuas Nijeria da vezañ ur stad dizalc’h e 1960.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]