Mont d’an endalc’had

Hitited

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hittited)
Lec'h kêrioù pennañ an Hitited en Anatolia

An Hitited a oa anezho ur bobl eus Anatolia hag a ziazezas ur rouantelezh en-dro da Hattusha (hititeg URUḪattuša) e kreiz Anatolia adalek an XVIIIvet kantved kt JK. Er XIVvet kantved edo an impalaeriezh hitit en he barr. Ren a rae war Anatolia, gwalarn Siria hogos ken pell er su ha genoù ar stêr Litani (un dachenn anvet Amqu), ha betek Mezopotamia-uhel er reter. goude 1180 kent J.-K. e tarzhas an impalaeriezh e keodedoù-Stad hitit. Lod anezhe a chomas en o sav betek an an VIIIvet kantved kt JK.

An arkeologourien hag a zizoloas Hitited Anatolia en XIXvet kantved a hevebelekaas anezhe da gentañ gant Hitited ar Bibl. Hiziv an deiz ez eus rendael diwar hevelebekadenn pobl ar Bibl pe ouzh pobl an impalaeriezh renet gant Hattusa pe ouzh pobl ar rouantelezhioù hitit nevez[1].

Doueez ha bugel hitit, Anatolia XVvet-XIIIvet kantved kent J.-K..

Daoust dezhe da vevañ en oadvezh an arem, an Hitited a oa diaraogourien eus Oadvezh an houarn. Barrek-kenañ e oant da sevel traezoù en houarn ken abred hag ar XIVvet kantved kent J.-K., pa zisklêr lizhiri kaset d'ar renerien estren e oa sav war o marc'hadourezh en houarn. Ne oa ket an Hitited ar re gentañ, koulskoude, da labourat an houarn, hag an houarn a chomas ur metal prizius a-hed istor o impalaeriezh. Brudet e oa an Hitited ivez evit o barregezh da sevel ha da implijout kirri. Kalz eus gouiziegezh hag hengounioù ar Reter-Nesañ kozh a c'hallfe bezañ deuet betek ar C'hresianed dre hanterouriezh an Hitited.

An termen Hittite, e saozneg, a zeu, dre vBibl ar Roue Jakez, eus חתי (HTY, Ḥitti) anv hebraek ur werin, diskennidi Heth. E lost-ger -ite, “a-du gant” e ster, a glot gant -ita e latin. Ḥitti zo bet liammet gant Ḫati e nesaneg. Gant dizoloadennoù an henoniezh en deus kemeret an termen saoznek un dalvoudegezh nevez. Tremenet eo e galleg gant ar ster diwezhañ, ha brezhonekaet eo bet da heul.

Ar rouantelezh hitit a veze anvet Bro Hatti da gustum gant an Hitited o-unan. An droienn glok a oa "Bro kêr Hattusa". Hervez ar c'henarroud e c'halle an deskrivadenn-se bezañ implijet evit an impalaeriezh en he fezh, peotramant en un doare strishoc'h evit kalon ar rouantelezh. Ar ger "Hatti" zo un Akkadolun e gwirionez, kentoc'h evit hititeg; morse ne vez displeget hervez reolennoù ar yezhadur hititek. Daoust da implij "Hatti", e tleer lakaat kemm etre an Hitited hag an Hatied, ur bobl goshoc'h a vevas er memes bro betek deroù an eil milved kent J.-K., hag a gomze hateg, ur yezh na oa ket indezeuropek. Graet e veze Nesili (pe ur wezh hepken, Kanesili), eus o yezh gant an Hitited, ur furm adverbel a dalvez "e doare (Ka)nesa."

Diskouez a ra moarvat e oa stank-kenañ an hititegerien e kêr gozh Kanesh (Kültepe, e Turkia, hiziv), pe e veze priziet komz e doare ar vro-se. Kalz eus an anvioù kêrioù a vremañ e Turkia zo bet anavezet da gentañ gant o anv hititek, evel Sinop hag Adana, ar pezh a ziskouezh n'eus ket a droc'h etre Anatolia a vremañ hag e amzer dremenet.

Dizoloadennoù arkeologel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dor al Leon en Hattusa, kêrbenn an Hitited, hiziv Boğazköy, Turkia

Gant lizherennnoù gennheñvel e rae an Hitited. Ergerzhadennoù arkeologel o deus dizoloet dielloù roueel klok e tablezennoù gennheñvel e Hattushash, skrivet pe e Babiloniaeg, yezh diplomatel an amzer, pe en unan eus rannyezhoù niverus ar c'hengevredad hitit[2].

Ar c'hentañ prouenn arkeologel eus bezañs an Hitited a gaver e tablezennoù kavet en trevadenn asiriat anvet Kültepe (Karum Kanesh gwechall), enne e kaver testeni eus kenwerzh etre marc'hadourien asiriat hag ur serten "Bro eus Hatti". Un nebeud anvioù en tablezennoù ne oant ket asiriaeg, met indezeuropek.

An enskrivadenn war ur monumant e Boğazköy gant ur "Bobl eus Hattusas" dizoloet gant William Wright e 1884 a glote gant enskrivadennoù hieroglifek iskis eus Aleppo ha Hamath e norzh Siria. E 1887, furchadennoù e Tell El-Amarna en Egipt a zizoloas al lizhiri diplomatel kaset gant Amenhotep III hag e vab Ac'henaton. Daou eus al lizhiri a-berzh ur "rouantelezh C'heta"—a oa war a seblant er memes bro, dre vras, hag an hini meneget e skridoù a orin eus Mezopotamia diwar-benn ur "vro Hatti"—a oa skrivet e skritur gennheñvel akkadek, met en ur yezh dianav. Daoust ma oa gouest ar ouizieien da lenn anezhañ ne oant ket kat da gompren anezhañ. Nebeut goude e kinnigas Archibald Sayce e vefe heñvel Hatti pe C'hatti en Anatolia ouzh "rouantelezh C'heta" meneget en testennoù egiptat-se, ha gant Hitited ar Bibl. Dont a reas soñj Sayce da vezañ degemeret gant ar brasañ niver e deroù an XXvet kantved hag an anv "Hittit" zo deuet da vezañ stag ouzh ar sevenadur dizoloet e Boğazköy.

Ar Skrid-emglev peoc'h egiptat-ha-hitit (war-dro 1258 kent J.-K.) etre Hattousili III ha Ramses II zo ar skrid-emglev peoc'h ar gwellañ anavezet e-touez ar re gentañ skrivet. Mirdi arkeologiezh Istanbul

E-pad furchadegoù e Boğazköy (Hattusa) a grogas e 1906 e tizoloas an arkeologour Hugo Winckler dielloù roueel enno 10 000 tablezenn, skrivet e skritur gennheñvel akkadek hag er memes yezh dianav a lenned el lizhiri egiptat C'heta — ar pezh a gadarnae hevelebiezh an daou anv. Prouiñ a rae ivez e oa eus dismantroù Boğazköy aspadennoù kêrbenn un impalaeriezh c'halloudus a gontrole Siria, poent zo bet.

Dindan renerezh Sko-uhel arkeologouriezh Alamagn, furchadennoù a oa graet en Hattusa abaoe 1907, gant ehanoù e-pad an daou vrezel. Kültepe a oa furchet en un doare frouezhus gant ar c'helenner Tahsin Özgüç (aet da anaon e 2005) abaoe 1948. Furchadennoù bihanoc'h o ment a oa renet e trowardroioù Hattusa, en o zouez re santual Yazılıkaya, a zo ennañ un niver a izelvosoù kizellet er roc'h a zeskriv ar renerien an Hitited ha doueed ar pantheon hitit.

Meur a yezh a veze komzet gant an Hitited. Adkavet eo bet teulioù hitit e yezhoù ragindezeuropek, an hateg en o zouez, hag e yezhoù indezeuropek, an nesaneg, al louviteg hag ar palaeg, da skouer.

Yezh alouberien an Hatied e oa an nesaneg. An hateg a veze komzet a-raok ar mare hitit dreist-holl. Ha da vare an impalaerezh hitit e teuas da vezañ yezh relijiel an Hitited.

An impalaeriezh hitit (ruz) e barr he galloud war-dro 1290 kent J.-K., hag an impalaeriezh henegiptat (glas)

Kreiz ar rouantelezh hitit e oa ar broioù en-dro da Hattusa ha da Neša, anavezet evel "Bro Hatti" (URUHa-at-ti). Goude ma deuet Hattusa da vezañ ar gêrbenn, an tolead gronnet gant pleg ar stêr Halys (a anvent Marassantiya) a veze sellet outi evel kalon an impalaeriezh, ha lod eus al lezennoù hitit a laka kemm etre "an tu-mañ eus ar stêr" hag "an tu all eus ar stêr". Da skouer, ar gopr roet da vezañ tapet ur sklav dindan dec'h pa oa deuet a-benn da achap en tu all d'an Halys a oa uheloc'h evit an hini roet evit ur sklav paket kent ma vije bet tizhet gantañ ar stêr.

Er c'hornôg hag er su da greiz ar vro edo ar rannvro anavezet evel Luwiya en testennoù hitit kentañ. Kemeret e oa lec'h an anv-se gant hini div rouantelezh nevez pa voent savet : Arzawa ha Kizzuwatna[3]. Koulskoude e talc'has an Hitited d'ober anv eus ar yezh a oa diwanet eno evel al louviteg. Kent krouidigezh Kizzuwatna, kalon ar vro-se e Cilicia a veze anvet Adaniya da gentañ gant an Hitited[4]. Adalek e emsavadeg a-enep an Hitited e-doug ren Ammuna,[5] e kemeras an anv a Gizzuwatna ha klask a reas en em ledañ gant berzh etrezek an norzh to encompass the lower Anti-Taurus menezioù as well. En norzh, er menezioù, e veve ur bobl anvet Kaskianed. E gevred impalaeriezh an Hitited edo impalaeriezh Mitanni. En he barr, dindan ren Moursili II e oa ledet an impalaeriezh hitit eus Arzawa er c'hornôg betek Mitanni er reter. Ren a rae kalz eus an dachenn Kaskiat en norzh, en o mesk Hayasa-Azzi er gwalarn, hag Kanaan er su, ken pell ha bevenn su al Liban.

Rannet e vez istor an impalaeriezh an Hitited e tri frantad, diwar ziviz, an henimpalaeriezh hitit (1750 kent J.-K.;1500 kent J.-K.), ar grennimpalaeriezh hitit (1500 ; 1430 kent J.-K.) hag an nevezimpalaeriezh hitit 1430–1180 kent J.-K.).

Ar c'hentañ ezel anavezet eus un tierniezh hititeger, Pithana, a rene war kêr Kussara. En XVIIIvet kantved Anitta, e vab hag e hêr, a reas eus kêr Neša, e lec'h ma komzed hititeg, unan eus e gêrbennoù hag a implijas an hititeg evit an enskrivadurioù eno. Koulskoude e chomas Kussara kêrbenn an dierniezh e-doug ur c'hantved a-raok ma kemeras Labarna II Hattusa da gêrbenn e dierniezh. Marteze a-walc'h e kemeras an anv roue a Hattusili, "Gwaz eus Hattusa", d'ar mare-se.

Erruout a reas an henimpalaeriezh, a oa he c'hreizon en Hattusa, en he barr e-pad ar XVIvet kantved. Dont a reas a-benn zoken da breizhañ Babilon d'ur mare bennak, met ne reas esae ebet evit derc'hel ar vro eno, ar pezh a roas o zu d'ar Gasited da gemer ar stur haa da ren e-pad 400 vloaz.

E-pad ar XVvet kantved e kouezhas ar galloud hitit en deñvalijenn, re-emerging dindan ren Toudhaliya I adalek. 1400 kent J.-K.. Dindan Souppilouliouma Iañ ha Moursili II en e m ledas an impalaeriezh d'ar pep brasañ eus Anatolia ha da lodennoù eus Siria hag eus Canaan, ha war-dro 1300 kent J.-K. en em gave an Hitited tal-ouzh-tal gant sferenn levezon Henegipt, ar pezh a gasas d'ar brezel ha da Emgann Kadesh e 1274.

Ar brezel sivil, hag ar stourmoù evit an tron, mesket gant tagadennoù Pobloù ar mor a wanaas an Hitited ha war-dro 1160 e oa kouezhet an impalaeriezh en he foull. Stadoù nevezhitit, rouantelezhioù bihan dindan galloud Asiria, a c'hall bezañ chomet betek 700 kent J.-K., hag hititeg oavezh an arem hag ar rannyezhoù louvitek a emdroas er lidieg, nebeut testeiekaet, el lisieg hag er c'harieg. Dilerc'hioù ar yezhoù-se a deuzas da vare an impalaeriezh persat hag aet e oant da get pa en em ledas ar sevenadur hellenek.

Levezonet-kreñv e oa relijion ha mitologiezh an Hitited gant mitologiezh Mezopotamia, ha kement-se muioc'h-mui a vuzul ma tremene an amzer. En deroù e c'haller spurmantiñ elfennoù eus ar vitologiezh Indezeuropat en un doare sklaer, da skouer Tarhunt doue ar c'hurun, hag e stourm gant an naer Illuyanka.

En ur skrid-emglev etre an Hitited hag ar Mitanni, an doueed Mitra, Varuna, Indra, ha Nasatia (Ashvins) a oa pedet.

Ar gouarnamant hitit

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Izelvos eus Suppiluliuma II, roue anavezet diwezhañ eus an impalaeriezh hitit

Gwall zisheñvel e oa rouanez an Hitited diouzh lod eus monarkiezhioù ar bed er mare-se, diouzh rouanez Henegipt, ar faraoned, peurgetket. Er c'hontrol d'ar faraoned, ne veze ket sellet ouzh ar roue evel un doue pa oa bev. Perc'henn e oa an doueed war douaroù an Hitited, o dileuriad e oa ar roue ha merañ a rae anezhe en o anv. Goude e varv hepken e teue ar roue da vezañ un doue, hag e veze lakaet e zelwenn e-kichen re e hendadoù. Ar ger implijet evit komz eus marv ar roue a dalveze ivez « dont da vezañ doue ».

E garg a veleg meur an hini e oa an hini bouezusañ. Dileuriad an doueed e oa hag anvet e veze gant Tarhunt, doue an arnev. A-wezhioù e lakae ar roue un termen d'an ergerzhadennoù brezel, ha pa vefent pell diouzh kalon ar vro, evit derc'hel e lec'h el liderezh.

Ouzhpenn an div garg-se, ar roue a veze ivez penn ar galloud barn, hag evel se e oa an hini diwezhañ a c'halled en em erbediñ outañ er justis. E karg e oa ivez eus an diplomatiezh.

Graet e veze gant kalz gerioù en testennoù hitit evit komz eus ar roueed. Dianav eo distagadur ul lodenn anezhe ganimp rak an Hitited, hag a implije ar skritur gennheñvel, o deus implijet a-wezhioù ar sumerolunioù hag an akkadolunioù hep kemm anezhe evit skrivañ o gerioù dezhe o-unan :

  • LUGAL a dalvez evit ar rouanez bihan : pennoù rouantelezhioù o gwizien pe re kêrioù an impalaeriezh ;
  • LUGAL GAL, « Roue Bras », a vez implijet evit roue an Hitited, roue ar rouanez. Talvezout a ra ivez evit ar rouanez estren vras (egiptat, babiloniat hag a-wezhioù zoken akean) ;
  • labarna (rakhititeg) pe tabarna (hititeg), « heolel », eus an doue heol, titl enorus roet d'ar roueed ;
  • hassu ;
  • UTU « Heol ».

Soñjal a reer o dije bet an Hitited ar c'hentañ monarkiezh vonreizhel. Evezhiet e veze obererezh ar roue gant ar pankus. Diorroet-kenañ e oa lezennoù ha justis an Hitited ivez. Ral a wezh e implije al lezennoù hitit ar marv da gastizañ an torfedoù. da skouer e vez kastizet al laeroñsioù dre rediañ an den kablus da resteuler ar sammad laeret.

Roll rieien an Hitited

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mojennel
Henimpalaeriezh
Rouantelezh Hatta
Krennimpalaeriezh
Nevezimpalaeriezh

Hitited ar Bibl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bibl an hebreed a ra anv eus "Hitited" e meur a arroudenn, a ya eus ar C'heneliezh betek ar post-Ermaeziadeg Ezra-Nehemiah. "Taolenn ar broadoù" (Geneliezh 10) a liamm anezhe ouzh Heth, un hendad anver, a oa diskennad Ham dre e vab Kanaan. Kontet e oa eta an Hitited e-touez Kanaaniz, annezidi orin an Douar prometet. Deskrivet eo an Hitited da gustum evel ur bobl zo o vevañ e-touez Israeliz - Abraham a resev digante tachenn bez Machpelah, hag Hitited a zo ofiserien uhel en arme da vare ar Roue David. En Eil levr ar Rouaned 7:6, koulskoude, ez eo ur bobl gant he rouantelezhioù dezhi hec'h-unan (anv a ra an arroudenn eus "roueed" el liester), a oa er-maez Kanaan war a seblant, ha galloudus a-walc'h da lakaat un arme siriat da dec'hout.

Kalz a vreut a zo a-benn gouzout hag eñ Hitited ar Bibl a oa :

  • an Hatied orin eus Hatti;
  • o alouberien indezeuropat (Nesumna), a zalc'has an anv "Hatti" evit kreiz Anatolia, hag a vez anvet "Hitited" hiziv an deiz (danvez ar pennad-mañ);
  • ur bobl eus Kanaan a vije bet pe na vije ket bet liammet da unan eus ar strolladoù anatolian pe d'an daou, hag a vije pe ne vije ket heñvel ouzh ar rouantelezhioù nevezhitit (Louvited)[6].

Neuz an Hitited, orin, ha genetik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Faraon Ramses II a ra dave d'an Hitited alies gant ar ger humty a dalveze "maouezed-soudard" en henegipteg, rak giz brezelourien an Hitited a oa mirout blev hir[7]. Gouizieien zo o deus sellet ouzh an Hitited evel ur "strollad etnek kreizdouarel"[8]. An dielfennadur eus livadennoù Hitited savet gant Henegiptiz, gant an arkeologour Henry Heras, a glot gant an deorienn-se rak seblantout a reont kaout perzhioù korf dibar eus ar pobloù kreizdouarel[9]. Krediñ a ra lod eus ar ouizieien e c'hallfe lakaat da soñjal en un orin e biz Afrika rak soñjal a reer o doa an hevelep perzhioù korf o orin en tolead-se[10],[11]. Perzhioù korf heñvel o doa an Henc'hresianed, ar pezh a laka da soñjal ivez e c'hallfe diskenn Henc'hresianed ha Hitited eus ar memes poblañsoù ragistorel er Reter-Nesañ hag en Enezvor[12]. N'haller ket fiziañ e dielfennadur antropologel perzhioù korf ar poblañsoù, avat, evit bodañ tud en ur "ouenn", kadarnaat divroadegoù ha rentañ kont eus orin ar pobloù kozh abalamour da galz faktorioù re gemplezh[13],[14].

Orin resis an Hitited zo kevrinus abaoe pell. Lavaret ez eus bet e oa diorroet ar sevenadur hitit hag an hititeg en Anatolia[15],[16], met soñjal a reer peurliesañ e oa deuet an Hitited eus an diavaez. Broioù orin er c'hornôg (Balkanioù), er reter (en tu all pe a-hed d'ar Mor Kaspian pe da uheldirioù Armenia), hag en norzh (a-dreuz ar Mor Du) n'int nemet lod eus ar re zo bet kinniget[17]. Deskrivet eo bet an argerzh evel un aloubadeg kaset da benn gant strolladoù bihan deuet e penn a broioù aloubet[18] pe ivez evel un divroadeg peoc'hus gant un hevelebekadenn graet tamm-ha-tamm[19]. Diouzh gwel an arkeologiezh ez eo bet studiet al liammoù etre an Hitited ha sevenadur Ezero er Balkanioù ha sevenadur Maikop er C'haokaz[20].

Ur studiadenn c'henetek diazezet war ar c'hromozom Y e TDN gwazed Anatolia a-vremañ en deus disklêriet redoù genoù, dezhe meur a orin, ar pezh a c'hall klotañ gant an divroadegoù niverus a-hed an amzer en Anatolia. Perzhioù pennañ gwazed Anatolia zo ar memes re ha re gwazed Europa ha re poblañsoù ar Reter-Nesañ (94.1 %). Lignezioù liammet ouzh kreiz Azia, India, hag Afrika ne oant ket ken niverus e-touez ar standilhon gwazed studiet. Ne oa anavezet lignez ebet evel "hitit", koulskoude an haplogroup G-M201 er c'hromozom Y a c'hallfe bezañ liammed gant an Hatied[21].

Er sevenadur poblek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh ha bandennoù-treset

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus holl an oberennoù lennegel a-vremañ a ra anv eus an Hitited, an hini ar muiañ anavezet eo ar romant istorel brudet An Egiptad gant Mika Waltari, embannet e Finneg da gentañ e 1945 ha troet buan e meur a yezh er bed.

Deskrivañ a reer an Hitited ennañ evel tagerien didruez ha digernez o klask aloubiñ ar bed a-bezh. Daoust m'en deus graet Waltari stank gant ar mammennoù istorel, o deskrivadur en deus muioc'h da welet gant ar fed ma oa skrivet e-pad an Eil brezel bed, hag an impalaeriezh hitit zo deskrivet ennañ a oa dezhi da bal, anat, deskrivañ an Trede Reich nazi - gant ar roue Suppiluliuma I diskouezet evel un Hitler kozh, hag ar govelierezh hag an implij eus kirri-emgann taolennet evel traoù kevatal da dankoù ar Wehrmacht.

War un dachenn disheñvel e anad ur stumm faltaziet eus mab hag hêr ar roue Suppiluliuma I, Mursili II er manga japanat anvet Red River. "Kail Mursili" eo e anv, ar pezh a vefe, hervez Beal, ur c'hammamzeriad - rak ne oa ket bet anvet "Mursili" e nep testenn savet kent e ren, hag anvet e oa mod all moarvat. Kail zo unan eus an tudennoù pennañ eus ar manga ha livet eo evel nobl ha kalonek.

En ur manga all damheñvel ouzh Red River, anvet Ouke no Monshou, zo un heuliad istorioù a vez atav embannet e Japan (Digouezhet eo bremañ en 53vet levrenn), e reer anv eus an impalaeriezh hitit, eus he brezelioù gant Egipt hag ar broioù amezek. Er bannoù-treset-se ur priñs Izmil faltaziet a zeu da gaout karantez evit ur plac'h eus an XXvet kantved anvet Carol (evel Mursili e Red River).

Ar c'hoarierien a c'hall c'hoari roll an Hitited er c'hoari strategiezh Civilization III gant Mursili II da rener.

Er film Deadly Blessing, gant Wes Craven, deuet er-mez e 1981, an tudennoù pennañ zo ur seurt Hitited a-vremañ, ur seurt stumm Amished mirour-tre.

Er film savet e 1984, Ghostbusters, gant Ivan Reitman, 'Zuul', an tasmant enebour, a oa un hanterzoue azeulet gant an Hitited, Mezopotamiaiz hag ar Sumeriz.

  1. Gwelet, da skouer, Singer, Itamar "The Hittites and the Bible Revisited" in Maeir, A.M. and de Miroschedji, P. ed., I Will Speak the Riddle of Ancient Times, Archaeological and Historical Studies in Honor of Amihai Mazar on the Occasion of His Sixtieth Birthday (2006, Eisenbrauns).
  2. The Hittite Empire ranbennad V - gant Vahan M. Kurkjian.
  3. A Short Grammar of Hieroglyphic Luwian, John Marangozis (2003).
  4. Beal, Richard H.,"The History of Kizzuwatna and the Date of the Šunaššura Treaty", Orientalia 55 (1986) pp. 424ff.
  5. ibid. p. 426.
  6. Sellet ouzh Marten H. Woudstra, New International Commentary on the Old Testament: Book of Joshua, p.60, fn.33 and Trevor Bryce, The Kingdom of the Hittites, p.389 ff.
  7. Healy, M. and Mcbride, A. 1992. New Kingdom Egypt (Elite). Opsrey: Elms Court.
  8. p. 141 Racial Theories in Fascist Italy gant Aaron Gillette.
  9. P. 447 Studies in Proto-Indo-Mediterranean Culture By Henry Heras.
  10. P. 144 The Mediterranean Race: A Study of the Origin of European Peoples By Giuseppe Sergi.
  11. P. 266 Myths of Babylonia and Assyria. (Myth and legend in lit. and art). By Donald Alexander Mackenzie.
  12. P. 126 Man By Royal Anthropological Institute of Great Britain and Ireland.
  13. Jordan-Bychov, T. and Jordan B., 2002, The European Culture Area. Lanham, MD: Roman and Littlefield Publishers, Inc.
  14. Mallory, J. and D.Q. Adams (eds.), 1997, Encyclopedia of Indo-European Culture, London: Fitzroy Dearborn.
  15. Renfrew, C. 1999, "Time Depth, Convergence Theory, and Innovation in Proto-Indo-European: 'Old Europe' as a PIE Linguistic Area.", Journal of Indo-European Studies. 27 (3 & 4): 257-294.
  16. Renfrew, C. 1987. Archaeology and Langauge. The puzzle of Indo-European Origins., Cambridge University Press.
  17. Steiner, G. 1990. "The Immigration of the First Indo-Europeans into Anatolia Reconsidered.", Journal of Indo-European Studies. 18 (1 & 2): 185-214.
  18. Puhvel, J. 1994. "Anatolian: Autochton or Interloper.", Journal of Indo-European Studies, 22 (3 & 4): 251-264.
  19. Steiner, G. 1990. "The Immigration of the First Indo-Europeans into Anatolia Reconsidered.", Journal of Indo-European Studies, 18 (1 & 2): 185-214.
  20. Mallory, J. 1989. In Search of the Indo-Europeans. New York, NY: Thames and Hudson.
  21. C. Cinnioglu et al. (2004), Excavating Y-chromosome haplotype strata in Anatolia, Human Genetics 114(2):127-48.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • M.Desti, Les civilisations anatoliennes,, Coll. Que sais-je?, P.U.F. 1998.
  • I.Klock-Fontanille, Les Hittites, P.U.F.
  • Les Hittites, Civilisation indo-européenne à fleur de roche, Les Dossiers d'archéologie, n°193, mai 1994.
  • (de) H.Klengel, Geschichte des Hethetische Reiches, 1999.
  • (en) T.Bryce, The Kingdom of the Hittites, Oxford, 1998.
  • (en) G.Beckman, Hittite Diplomatic Texts, Atlanta, 1996.
  • (en) Akurgal, Ekrem, The Hattian and Hittite Civilizations ; Publications of the Republic of Turkey; Maodierndi ar sevenadur ; 2001; 300 pajenn; ISBN 975-17-2756-1.
  • (en) Trevor R. Bryce, "Life and Society in the Hittite World," Oxford (2002).
  • (en) Trevor R. Bryce, The Kingdom of the Hittites, Oxford (1999).
  • (en) C. W. Ceram, The Secret of the Hittites: The Discovery of an Ancient Empire. Phoenix Press (2001), ISBN 1-84212-295-9.
  • (en) Hans Gustav Güterbock, Hittite Historiography: A Survey, in H. Tadmor and M. Weinfeld eds. History, Historiography and Interpretation: Studies in Biblical and Cuneiform Literatures, Magnes Press, Hebrew University (1983) pp. 21–35.
  • (en) J. G. Macqueen, The Hittites, and Their Contemporaries in Asia Minor, adwelet ha kresket, Ancient Peoples and Places series (emb. G. Daniel), Thames and Hudson (1986), ISBN 0-500-02108-2.
  • (en) George E. Mendenhall, The Tenth Generation: The Origins of the Biblical Tradition, The Johns Hopkins University Press (1973), ISBN 0-8018-1654-8.
  • (en) Erich Neu, Der Anitta Text, (StBoT 18), Otto Harrassowitz, Wiesbaden (1974).
  • (en) Louis L. Orlin, Assyrian Colonies in Cappadocia, Mouton, The Hague (1970).
  • (en) The Hittites and Hurrians in D. J. Wiseman Peoples of the Old Testament Times, Clarendon Press, Oxford (1973).
  • (en) O.R. Gurney, The Hittites, Penguin (1952), ISBN 0-14-020259-5.
  • (en) Kloekhorst, Alwin (2007), Etymological Dictionary of the Hittite Inherited Lexicon, ISBN 90-04-16092-2.
  • (en) Patri, Sylvain (2007), L'alignement syntaxique dans les langues indo-européennes d'Anatolie, (StBoT 49), Otto Harrassowitz, Wiesbaden, ISBN 978-3-447-05612-0.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.