Mitanni
Mitanni a oa ur Stad er Reter-Nesañ en Henamzer diwar-dro 1550 kent J.-K. betek e-tro 1260 kent J.-K.[1]. Anvet e oa Ḫabigalbat abretoc'h en testennoù e babilonieg kozh, war-dro 1600 kent J.-K.[2] hag Hanigalbat pe Hani-Rabbat e testennoù Asiria[3] pe Naharina en testennoù henegiptek. Edo e norzh Siria hag e gevred Anatolia (Turkia hiziv) e lec'h ma veze komzet hourriteg[4] gant levezonoù indezarianek war ar yezh hag ar politikerezh. Dre ma n'eus bet kavet c'hoazh skrid istor ebet, na bloazdanevelloù roueel na kronikenn ebet er furchadegoù ez eo dister hon anaoudegezh diwar-benn Mitanni e-keñver ar pezh a ouzomp diwar-benn ar galloudoù all er c'hornad, ha dav eo dimp en em harpañ war ar pezh a skrive o amezeien da c'houzout hiroc'h diwar o fenn. N'ouzer ket c'hoazh d'ar just e pelec'h e oa o c'hêrioù-penn, Washshukanni ha Taidu.
Edo an Hourrited o chom er c'hornad-se abaoe diwezh an trede milved kent J.-K.[5]. Kavet e voe ur roue eus Urkesh dezhañ un anv hourritek, Tupkish, meneget war siell un dablezenn bri eus war-dro 2300 kent J.-K. e Tell Mozan[6][7]. Ar c'hoshañ testenn en o yezh dizoloet ganeomp a oa bet savet da vare Tish-atal, roue Urkesh (war-dro an XXIvet kantved kent J.-K.)[8]. Diwezhatoc'h ez eas an Hourrited d'ober an darn vrasañ eus poblañs Mitanni, anavezet da gentañ evel Ḫabigalbat, e Babilonia, e div destennn eus diwezh ar prantad babilonian kozh[9][10], dindan ren Ammi-Saduqa, (war-dro 1638–1618 kent J.-K.).
Impalaeriezh Mitanni a oa ur galloud lec'hel kreñv gant an Hitited en norzh, Henegiptiz er c'hornôg, ar Gassited er su, ha diwezhatoc'h gant an Asirianed er reter. Pa oa en he brasañ e tape Impalaeriezh Mitanni ken pell er c'hornôg ha Kizzuwatna e-kichen ar menezioù Taorus, Tunip er su, Arraphe er reter, hag en norzh da Lenn Van[11]. Gwelout a reer betek pelec'h ez ae o levezon a-drugarez d'an anvioù-lec'h, d'an anvioù-tud hag a-drugarez d'ur seurt priaj a gaver e Siria : priaj Nuzi[12]. Kevezañ a reas e-pad ur prantad gant brasañ galloudoù ar Reter-nesañ er mare-se, Egiptiz hag Hitited, a-raok bezañ diskaret abalamour d'ar brezelioù a-enep ar re-mañ-diwezhañ hag a-enep an Asirianed.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mitanni
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]mꜥṯn(j)[13][14] e hieroglifoù | ||||
|
Kentañ testeni eus anv ar Stad-se eo Maitanni a gaver e testennoù egiptek adalek an XVIIIvet tierniezh. Savet eo marteze diwar ur lost-ger Hourritek (-nni) staget da-heul ar wrizienn indezarianek maita, a dalvez "unaniñ" hag a c'haller keñveriañ gant ar verb sañskritek mith (मिथ् ; unaniñ, pair, kouplad, degouezhout (gant unan bennak)). Talvezout a rafe eta an anv Maitanni kement ha "rouantelezh unanet" moarvat[15]. Hervez un displegadenn all e teufe eus un anv den.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Skrivet e oa 𒆳𒌷𒈪𒋫𒀭𒉌 en hititeg ha romanekaet eo bet KURURUMi-ta-an-ni; Mittani}} pe 𒈪𒀉𒋫𒉌, Mi-it-ta-ni
- ↑ van Koppen, Frans, (2004). "The Geography of the Slave Trade and Northern Mesopotamia in the Late Old Babylonian Period", in: H. Hunger and R. Pruzsinszky (eds.), Mesopotamian Dark Age Revisited, Österreichische Akademie der Wissenschaften, Vienna
- ↑ Hanikalbat, C'hanigalbat en akkadeg : skrivet 𒄩𒉌𒃲𒁁 ha romanekaet e Ḫa-ni-gal-bat, Ḫa-ni-rab-bat
- ↑ Ian Shaw, A Dictionary of Archaeology, Jameson Robert, 2008-04-15, John Wiley & Sons, ISBN. 978-0-470-75196-1, p. 402
- ↑ Buccellati, Giorgio, Marilyn Kelly-Buccellati, "Urkesh: The First Hurrian Capital", The Biblical Archaeologist, levrenn 60, Nnn. 2, 1997, pp. 77–96. diverradenn: "...Ar sielloù o deus degaseet prouennoù mat e oa eus Tell Mozan kêr-benn an Hurrianed en trede milved : Urkesh..."
- ↑ Salvini, Mirjo. "The earliest evidences of the Hurrians before the formation of the reign of Mittanni." Urkesh and the Hurrians Studies in Honor of Lloyd Cotsen. Urkesh/Mozan Studies Bibliotheca Mesopotamica. Malibu: Undena Publications (1998): pp. 99-115
- ↑ Lawler, Andrew. "Who Were the Hurrians?" Archaeology, vol. 61, no. 4, 2008, pp. 46–52
- ↑ Yakubovich, I. (2011). [Review of Einführung in die hurritsche Sprache, by I. Wegner]. Journal of Near Eastern Studies, 70(2), 337–339
- ↑ van Koppen, Frans, (2004)
- ↑ von Dassow, Eva, (2022)
- ↑ von Dassow, Eva, (2014). "Levantine Polities under Mittanian Hegemony". In: Eva Cancik-Kirschbaum, Nicole Brisch and Jesper Eidem (eds.). Constituent, Confederate, and Conquered Space: The Emergence of the Mittani State. pp. 11-32.
- ↑ Diana L. Stein: Khabur Ware and Nuzi Ware: Their Origin, Relationship, and Significance. Malibu 1984
- ↑ Henri Gauthier, Dictionnaire des Noms Géographiques Contenus dans les Textes Hiéroglyphiques, levrenn III, 1926, p. 25
- ↑ Wallis Budge, An Egyptian hieroglyphic dictionary: with an index of English words, king list and geological list with indexes, list of hieroglyphic characters, Coptic and Semitic alphabets, etc., levrenn II, John Murray, 1920, p. 999
- ↑ Fournet, 2010, p. 11