Mont d’an endalc’had

Egipteg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Henegipteg)

An egipteg zo ur yezh afrikat-hag-aziat kar tost d'ar berbereg, d'ar semiteg, ha d'ar bejaeg[1]. Chom a reas bev ar yezh-mañ betek ar Vvet kantved goude J.-K. dindan stumm an demoteg ha betek diwezh ar XVIIvet kantved dindan stumm ar c'hopteg. Kavet ez eus bet roudoù skrivet eus egipteg deiziadet eus war-dro 3200, ar pezh a ra anezhañ unan eus ar yezhoù koshañ testeniekaet. Yezh vroadel Egipt hiziv eo arabeg Egipt, en deus kemeret tamm-ha-tamm lec'h ar c'hopteg evel yezh ar vuhez pemdez er c'hantvedoù o deus heuliet aloubadeg vuzulman Egipt. Implijet e vez c'hoazh ar c'hopteg el liderezh gant an ilizoù koptek, hag a-hervez e vefe un dornad yezherien a-vihan hiziv an deiz.[2],[3].

Egipteg arkaek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hêrezh Henegipt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevenadur Henegipt zo unan eus ar re o deus levezonet hon hini. Un nebeud gerioù zo tremenet en hor yezh dre hanterouriezh hon amezeien. Koulskoude, ar re a seller oute evel liammet ouzh Henegipt zo alies gerioù gresianeg pe treuzkaset dindano stumm gresianeg. E-touez an nebeud skouerioù emañ ebena (Egipteg ḥbny, dre an henc'hresianeg hag al latin), ivor (egipteg: abw / abu, da lavaret eo "olifant"), feniks (egipteg bnw, da lâret eo 'kerc'heiz'; treuzkaset dre ar gresianeg), Faraon (egipteg pr-ˁʒ, "ti bras"; treuzkaset dre an hebraeg), hag anvioù tud evel Fineas (egipteg, pʒ-nḥsy, "An hini du," "Phineas" e saozneg, Implijet evel ger hollek evit estrañjourien Nubia) ha Suzan (egipteg sšn, "boked lotuz"; treuzkaset dre an hebraeg da gentañ moarvat).

  1. Loprieno 1996.
  2. Ar c'hopteg a c'hallfe bezañ chomet bev e lec'hioù distro eus Egipt-Uhel betek an XIXvet kantved hervez James Edward Quibell, "When did Coptic become extinct?" e : Zeitschrift für ägyptische Sprache und Altertumskunde, 39 (1901), p. 87).
  3. Daily Star Egypt. 23 a viz Genver 2007

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Geriadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Geriadurioù enlinenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evezhiadenn a-bouez : ar yezhadurioù hag ar geriadurioù kozh savet gant E. A. Wallis Budge a vez sellet oute abaoe pell evel aet diwar c'hiz gant an Egiptologourien, daoust ma c'haller atav pourchas al levrioù-se.

Titouroù all zo e saozneg diwar al levrioù a c'haller kaout war Glyphs and Grammars

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg