Dourioù etrebroadel
Graet e vez dourioù etrebroadel eus an holl dakadoù morel ha n'int ket dindan beli ur riez, p'eo an "dourioù dindan beli ur riez aodel" an termen kontrol. Meurvorioù, morioù ha dourioù ha n'int ket dindan al lezenn etrebroadel (gwir ar mor amañ) a zo anvet an donvor pe ar c'heinvor pe ar mare liberum (latin : ar mor frank).
Diouzh ma peller eus an aodoù e tigresk gwirioù ar riez aodel hag ez eus meur a dakad morel meur a wir dibar warno :
- an dourioù diabarzh
- ar mor tiriadel
- an takad-mor tost
- an takad armerzhel forc'hus
- ar plateiz kevandirel
- an donvor (pe ar mor don pe ar c'heinvor pe ar "mare liberum"), an takad-mor etrebroadel eo hemañ ivez.
Pep a vag pe lestr a c'hell merdeiñ en donvor (hag en takad-mor etrebroadel) hep bezañ graet un emglev gant ur riez. An danvezioù naturel ma kaver e-barzh n'int ket perc'hennet gant riez pe riez hag ez eus teir pennaenn enskrivet e gwir ar mor :
- frankiz ar merdeiñ
- frankiz ar pesketa
- frankiz ar gournijal
Bigi ha listri a chom dindan lezennoù staget ouzh riez o banniel broadel. Koulskoude, pep a riez a c'hell mont a-enep al listri implijet evit ar ar morbreizherezh ha kenwerzh ar sklavourien diouzh e intrudu.
Emglevioù war lezennoù ar mor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1856 : Londrez Emglev diwar-benn berzidigezh ar c'hourserezh
- 1972 : Londrez Emglev diwar-benn diarbenn saotrerezh ar mor (MARPOL)
- 1984 : Emglev diwar-benn Lezenn ar mor (LOS)
- 1992 Emglev diwar-benn liesseurtegezh bevoniel (CBD), dreist-holl mennadoù 12-13, o tennañ d'an ekosistemoù dourel treuzharzhel.
- 1997 : Aozadur ar Broadoù Unanet Emglev diwar-benn implijoù er-maezh ar merdeiñ en hentoù merdeiñ - nann-degemeret ez-ofisiel