Mari Madalen (santez)


Mari Madalen, pe Mari Magdala (Μαρία η Μαγδαληνή e gregach), zo ur vaouez hag a oa aet da-heul Jezuz, betek en deizioù diwezhañ, diouzh a lenner en Aviel : hervezo eo hi a voe an test kentañ eus dasorc'hidigezh Jezuz, hag ac'h eas da gemenn ar c'heloù d'an ebestel. Lakaet eo bet da santez. Diwar hec'h anv eo bet savet an anv-badez brezhonek Madalen.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a Vari a oa en Aviel, ha homañ a veze graet Mari Magdala anezhi abalamour ma oa eus Magdala.
Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mary Magdalene e saozneg
- María Magdalena e spagnoleg
- Maria Maddalena, en italianeg.
Hervez an Aviel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e vefe er bloavezh 3, merc'h e vefe bet d'an arc'hbeleg Syrus ar Yairit, beleg David. Lidoù ar relijion yuzev a rae he zad e sinagogenn Capharnaum, e Galilea. He mamm, Eucharia, a vefe bet eus lignez Israel hep bout eus skourr David.
Genidik e oa eus Magdala, war lez kornaouek Mor Galilea. Hervez Aviel Lukaz (VIII, 2) e voe disammet eus seizh diaoul gant Jezuz. Goude e voe e-touez e ziskibion hag e heuliañ a reas betek e varv war ar groaz (Aviel Mark, XV, 40-41).
Istor an Iliz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adalek ar pab Gregor Iañ, er VIvet kantved, e kavas da Iliz Roma e oa an anvioù Mari Magdala ha Mari Betania hini ar memes maouez evel ar bec'herez a skuilhas frond war Jezuz. Hiriv avat eo ral an arbennigourien a sav a-du gant ar mennad-se. En iliz katolik hiriv e lider santez Mari Magdala d'an 22 a viz Gouhere, ha Mari Betania war un dro gant he c'hoar Marta d'an 29 a viz Gouhere. A-hend-all e vez graet ar c'hemm etre an div Vari-se koulez en iliz reizhkredennek evel en ilizoù protestant.
El liverezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livet eo bet Mari Madalen e meur a abadenn eus he buhez: pa deu Jezuz d'he zi, pa’n em dro ouzh Doue, en dezerzh, dirak Jezuz war ar groaz, pa fell dezhi stekiñ ouzh Jezuz savet a varv da vev, pa sav d'an neñv.
E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enoret eo ar santez e Sant-Nikolaz-ar-Pelem, hag ur c'hantik brezhonek zo dezhi, enrollet gant Anne Auffret.
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Joseph Escudier, L'évangélisation primitive de la Provence - St-Lazare, Maximin, Marthe, Marie-Madeleine, les saintes Maries Jacobé et Salomé en ce pays, Maison sainte Jeanne-d'Arc, Toulon, 1929
- Elisabeth ha Jurgen Moltmann, Dieu homme et femme. Embannadurioù Cerf, 1984
- Jean Pirot, Trois amies de Jésus de Nazareth, Cerf, 1986
- Jean-Yves Leloup, L'évangile de Marie: Myriam de Magdala, Albin Michel, 1997
- Élisabeth Pinto-Mathieu, Marie-Madeleine dans la littérature du Moyen Âge, Beauchesne, 1997
- Marianne Alphant, Guy Lafon, Daniel Arasse, L'apparition à Marie-Madeleine, Desclée De Brouwer, 2001
- Régis Burnet, Marie-Madeleine (Patrom:Sp-) : De la pécheresse repentie à l'épouse de Jésus : histoire de la réception d'une figure biblique, Cerf, 2004
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacqueline Kelen, Un amour infini. Marie-Madeleine prostituée sacrée, Albin Michel, « Espaces Libres » n° 28, 1992
- Jean Desmarets de Saint-Sorlin, Marie-Madeleine ou le triomphe de la Grâce, Jérome Millon, « Atopia » n° 27, 2001
- Jean-Yves Leloup, Une femme innombrable - Le roman de Marie Madeleine, Albin Michel, 2009
- Jean-Yves Leloup, Tout est pur pour celui qui est pur. Jésus, Madeleine et l'Incarnation., Albin Michel, 2005
- Yves Bridonneau, Le tombeau de Marie-Madeleine à St-Maximin, Édisud, 2002
- Margaret Starbird, Marie-Madeleine et le Saint Graal : la controverse qui entoure Marie-Madeleine et sa relation avec Jésus, Exclusif, 2006
- Dan Burstein et Arne J. de Keijzer, Les secrets de Marie-Madeleine : La femme la plus fascinante de l'histoire, ViaMedias, 2006
- Christian Doumergue, Le Mystère Marie-Madeleine, Thélès, 2006
- Kathleen McGowan, Marie Madeleine, le livre de l'élue, XO, 2007
- Dan Brown, Da Vinci Code , Doubleday, 2003
Levrioù a feiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michèle Koné: Myriam de Madgala, Sainte Marie Madeleine, Anne Sigier, (levr skeudennaouet)
- Henri Lacordaire o.p., Sainte Marie-Madeleine, 1860; adembannet gant ur rakskrid diwar zorn Bernard Montagnes o.p., goudeskrid gant Jean-Pierre Olivier o.p., Cerf, 2005
- Victor Saxer, La « Vie de Ste Marie-Madeleine » attribuée au pseudo-Raban Maur, œuvre claravallienne du Patrom:S-, Mélanges St-Bernard, Dijon, 1953
- MPatrom:Gr Victor Saxer, Le culte de Marie-Madeleine en Occident, éd. Cahiers d'archéologie et d'histoire, Auxerre, Paris, 1959
- Jacqueline Dauxois, Marie-Madeleine, éd. Pygmalion/Gérard Watelet, coll. « Chemins d'Eternité », 1998
- Père Philippe Devoucoux du Buysson, Dialogues avec Marie-Madeleine sur la montagne de la Sainte Baume, Théosis :
- tome 1 : Ma rencontre avec Jésus, 2005
- tome 2 : Marie-Madeleine prophète, 2007
Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un toullad oberennoù awenet gant ar santez kristen Mari-Madalen: darn a wel ar santez, re all ar bec'herez en he noazh.
- Mari Madalen, gant an arzour alaman Gregor Erhart, XVIvet kantved. Mirdi al Louvre.
Mari Madalen, gant Giampietrino (Mirdi ar Peniti)
Giovanni Lanfranco (1582–1647)
Mari Madalen, murlivadur gant Piero della Francesca en Arezzo.
María Magdalena, gant José de Ribera, e 1636
Hervez Georges de La Tour, etre 1628 ha 1645.
Marie-Elisabeth de Ludres e Mari-Madalen. Oberour dianav, XVIIvet kantved. Unan eus serc'hed ar roue Loeiz XIV, darbet dezhi heuliañ skouer ar santez.
- Gant Francesco Hayez, 1825. Mari Madalen en dezerzh.
- Mari Madalen dirak Jezuz, gant Aleksandr Ivanov
1835 - Mari Madalen, gant Anthony Frederick Augustus Sandys (1829–1904).
Mari Madalen en dezerzh, gant Emmanuel Benner