Munshi Premchand
Munshi Premchand (मुंशी प्रेमचंद en hindieg, پریمچںد en ourdoueg) a zo unan eus ar skrivagnerien vrasañ el lennegezhioù hindiek hag ourdouek a vremañ.
Ganet e oa d'an 31 a viz Gouere 1880 ha marvet d'an 8 a viz Here 1936. Brudet eo e zanevelloù hag e romantoù.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet Munshi Premchand e Lamahi, e-kichen Varanasi ma laboure e dad en ti-post. Dhanpat Rai Srivastava e oa e anv gwir. Pa oa yaouank c'hoazh e varvas e dud - e vamm p'en doa seizh vloaz hag e dad p'en doa pevarzek vloaz - ha ret e voe dezhañ ober war-dro e lezvamm hag he bugale.
Paour-tre e oa e-pad ar marevevezh-se eus e vuhez ha ret e voe dezhañ labourat evel kelenner-ti evit pemp roupi dre viz. Dont a reas a-benn da c'hounit ur post en deskadurezh-stad, avat, ha da gelenner ez eas ha goude da isenseller er Proviñsoù Unanet.
E 1921 e tilezas e bost da heuliañ galv Mahatma Gandhi ha mont da vouller. Labourat a rae evit ar sinema e Mumbai ivez.
E skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Premchand a skrivas war-dro 300 danevell, meur a romant hag un nebeud pezhioù-c'hoari ivez. Troidigezhioù diwar yezhoù all a reas ivez. Kalz eus e skridoù dezhañ zo bet troet e saozneg, ha lod e yezhoù all ivez.
Godaan (Roidigezh ur vuoc'h), e romant diwezhañ, a lavarer diwar e benn ez eo ar romant hindiek gwellañ a-viskoazh. Fellout a ra d'ar benndudenn, Hori, ur peizant paour, kaout ur vuoc'h, zo arouez ar binvidigezh e maezioù India. A-benn ar fin en deus Hori ur vuoc'h... ha mervel a ra. Goude e varv, beleg ar geriadenn a c'houlenn ur vuoc'h digant e intañvez evit silvidigezh e ene.
Danevelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Panch Parameshvar (पंच परमेश्वर پںچ پرمیشور)
- Idgah (ईदगाह اِیدگاہ)
- Nashaa (नशा نشا)
- Shatranj ke khiladi (शतरंज के ख़िलाडी شترںج کے خِلاڈی)
- Poos ki raat (पूस की रात پُوس کی رات)
- Atmaram (आत्माराम آتمارام)
- Boodhi Kaki (बूढी काकी بُوڈھی کاکی)
- Bade Bhaisahab (बडे भाईसाब بڈے بھائیساب)
- Bade ghar ki beti (बडे घर की बेटी بڈے گھر کی بیٹی)
- Kafan (कफ़न کفن)
- Dikri Ke Rupai (दिक्रि के रुपै دِکرِ کے رُپے)
- Udhar Ki Ghadi (उधार की घडी اُدھار کی گھڈی)
- Namak Ka Daroga (नमक का दरोगा نمک کا دروگا)
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gaban (गबन گبن)
- Sevasadan
- Godaan (गोदान گودان)
- Karmabhoomi (कर्मभूमी کرمبھُومی)
- Kaayakalp (कायाकल्प کایاکلپ)
- Manorma (मनोरमा منورما)
- Mangalsootra (मंगलसूत्र مںگلسُوتر) -
- Nirmala (निर्मला نِرملا)
- Pratigya (प्रतिज्ञा پرتِجنا)
- Premashram (प्रेमाश्रम پریماشرم)
- Rangbhoomi (रंगभूमी رںگبھُومی)
- Vardaan (वरदान وردان)