Mont d’an endalc’had

Mafalda

Eus Wikipedia
Ur pennad Mafalda (anv-bihan) zo ivez.
Mafalda
comic strip series
Deiziad krouiñ29 Gwe 1964 Kemmañ
TitlMafalda Kemmañ
Anvet diwarMafalda Kemmañ
StadArc'hantina Kemmañ
Labour da-heulMafalda Kemmañ
Krouet gantQuino Kemmañ
AozerQuino Kemmañ
Bro orinArc'hantina Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvspagnoleg Kemmañ
Prizioù resevetMax und Moritz Award for Best International Comic Artist Kemmañ
Lec'h produiñBuenos Aires Kemmañ

Mafalda eo harozez ha penndudenn ar bannoù-treset skrivet ha treset gant an tresour eus Arc'hantina Joaquín Salvador Lavado, anavezet gwelloc'h gant e anv-pluenn Quino. Taolenniñ a ra al levrioù buhez ur plac'hig yaouank a bemp bloaz anvet Mafalda, a zo nec'het-bras evit Mab-den, ar peoc'h er bed, ha stad ar bed a-vremañ. Embannet e voe ar bannoù-treset adalek 1964 betek 1973 ha berzh bras o deus graet e Amerika Latin, Europa, Kebek hag en Azia: diwarne e voe graet tresadennoù-bev hag ur film.

Kontañ a ra ar bannoù-treset buhez Mafalda, ar benndudenn, he zud hag ur strollad bugale all. Koulskoude, ne savas ket ar strollad a-ratozh, hogen un disoc'h e voe eus diorren ar bannoù-treset. Krouet e voe pep bugel unan war-lerc'h egile, o taliñ ouzh doareoù zo Mafalda. An ezreolder nemetañ a zo Guille, breur Mafalda, a voe krouet en ur mare ma ne oa ket kalz a awen all gant an tresour.

  • Mafalda: ar benndudenn, ur plac'hig war-dro c'hwec'h vloaz eus Arc'hantina, gant ur sell politikel kreñv war ar bed hag a gasa ar soubenn.
  • Mamá ("Mammig") (Raquel, 6 a viz Here 1964) ha Papá ("Tadig") (anv ebet, 29 a viz Gwengolo 1964): pried evel ar re all eo tud Mafalda, hep perzh ispisial bennak. Pismigat a ra Mafalda alies statud he mamm evel gwreg an ti; klask a ra he zad tremen hep respont da c'houlennoù Mafalda, daoust dezhañ bezañ a-du gant he sell aoniek eus ar skol. Paotr al liorzherezh eo-eñ.
  • Felipe (19 a viz Genver 1965): un huñvreer anezhañ, aon bras en deus rak ar skol, daoust dezhañ bezañ an hini speredekañ ha koshañ er strollad. Stourmoù diabarzh en devez gant e goustiañs, e skiant eus ar giriegezh, hag e notoù dreist na blij ket dezhañ. Tornoziñ a ra atav, plijout a ra dezhañ c'hoari paotr ar vuoc'h ha lenn bannoù-treset.
  • Manolito (Manuel Goreiro, Jr., 29 a viz Meurzh 1965): mab eo d'ur rener-stal eus Galiza, nec'het eo kentoc'h gant ar c'hoñvers hag an arc'hant eget traoù all. Taolennet e vez evel ur genaoueg, a-wezhioù n'eo ket gwir avat. Lemm eo e spered evit ar c'hoñvers evit gwir.
  • Susanita (Susana Beatriz Clotilde Chirusi, 6 a viz Even 1965): ur plac'h friol gant penn-deñved a blij dezhi ar c'haozioù, mignonez wellañ Mafalda eo daoust da bep tra. Huñvreal a ra e vo ur vamm hag ur wreg pa vo deuet bras. Enebourien mik a zo anezhi ha Manolito. A-wezhioù e seblant taoler kehel war Felipe.
  • Miguelito (Miguel Pitti, 1966): war-dro daou vloaz yaouankoc'h evit Felipe hag ur vloaz yaouankoc'h evit Mafalda hag ar re all, e berzh brasañ o vezañ e vlev e stumm ul letuz. Ur seurt penn-kleiz anezhañ, alies n'en devez ket c'hoant da gregiñ gant an tabutoù filozofel. Un diskennad eus enbroidi italian eo, ha plijout kalz a ra Benito Mussolini d'e dad-kozh.
  • Guille (Guillermo, 1968): breur bihan Mafalda. Karout a ra ar soubenn, eñ ha Mafalda o deus ur vaot anvet Burocracia ('Bureverezh'). Ur spered ki en deus.
  • Libertad (5 a viz C'hwevrer 1970): "Libertad" a zo un anv-bihan spagnolek, a dalvez kement ha "Frankiz". Bihan eo an dudenn, ar pezh a ro tro da fentigelloù diwar-benn ment ar frankiz. An dudenn radikalañ eo, o vezañ eus an tu kleiz pelloc'h, muioc'h evit Mafalda.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]