Alis e Bro ar Marzhoù (film 2010)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alice in Wonderland
Filmdata
Titl orin : Alice in Wonderland
Bro produiñ : SUA
Deuet er-maez : 5 a viz Meurzh 2010 er Stadoù-Unanet
Yezh orin : saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 109 munutenn
Skigner : Walt Disney Pictures
Boujedenn : $200 000 000 [1]
Korvoder gros : $672,793,000
Pare
Filmaozer : Tim Burton
Produer : Tim Burton
Joe Roth
Jennifer Todd
Suzanne Todd
Richard D. Zanuck
Skrivagner : Linda Woolverton (diwar romant Lewis Carroll)
Sonerezh : Danny Elfman
Rener al luc'hskeudenniñ : Dariusz Wolski
Frammer : Chris Lebenzon
Aktourien

Mia Wasikowska
Johnny Depp
Helena Bonham Carter
Anne Hathaway
Crispin Glover

Liammoù diavaez

Alice in Wonderland ("Alis e Bro ar Marzhoù") a zo ur film faltazi amerikan bet sevenet gant Tim Burton. Skrivet eo bet ar senario gant Linda Woolverton. Mia Wasikowska, Johnny Depp, Helena Bonham Carter, Anne Hathaway, Crispin Glover, Michael Sheen ha Stephen Fry eo aktorien ar film. Diazezet eo ar film war daou romant skrivet gant Lewis Carroll, anvet Alice's Adventures in Wonderland (Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù) ha Through the Looking-Glass. Er film ez eus ur meskaj etre skeudennoù gant tud wirion ha skeudennoù bevaat e teir ment.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad un degemer aozet war an ton bras e c'houlenn Hamish Ascot ouzh Alice Kingsley (Mia Wasikowska) dimeziñ gantañ. Met n'eo ket gwall vrav Ascot, ha balc'h eo ivez. D'ar mare-se e wel Alis ul lapin gwenn un eurier en e zorn, hag a ra sin dezhi. Alice a dec'h kuit, war zigarez prederiañ war ar goulenn eurediñ hag ez a da heul a lapin betek en em gavout dirak ur wezenn varv. Etre gwrizioù ar wezenn e wel toull a lapin. Teñval eo diabarzh an toull. Stouiñ a ra Alis a-benn gwelout gwelloc'h hag e kouezh hag en em gav en ur bed he doa bet gweladennet a-raok, bed ar marzhoù an hini eo.
Met Alis n'he deus ket dalc'het soñj eus he beaj kent. Kejañ a ra ouzh tudennoù ar vro-se, evel al Lapin Gwenn Nivens McTwisp, Chessur Kazh ar Cheshire, Thackery Earwicket, Gad Meurzh, Mallymkun an Hunegan, ar c'hevelled Tweedle-Dum ha Tweedle-Dee ha Tarrant Hightopp an Toger Sot (Johnny Depp). Ne oar ket Alis eo bet tapet ar galloud e Bro ar marzhoù gant ar Rouanez Ruz Iracebeth (Helena Bonham Carter), sikouret gant ar Jabberwocky, ur boud spontus heñvel ouzh un aerouant. Evit ma vefe peoc'hus en-dro Bro ar marzhoù eo ret da Alis stourm asambles gant an Toger Sot hag ar Rouanez Wenn Mirana (Anne Hathaway).

Sonerezh ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh ar film a zo bet savet gant Danny Elfman, hag eñ boas da genlabourat gant Tim Burton. Ur bladenn ispisial, anvet Almost Alice, a zo bet embannt ivez, ma kaver tonioù bet savet gant sonerien bed awenet gant ar film : ar sonerien gitar boud Mark Hoppus ha Pete Wentz o deus savet an ton anvet « In Transit ». Avril Lavigne a gan "Alice (Underground)" ha Tokio Hotel a gan "Strange" asambles gant Kerli.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]