Maner Kernod
MONUMANT ISTOREL |
---|
Maner Kernod |
Maner Kernod a zo ur maner e Mellag, nepell diouzh Kemperle, e Kerne Izel, e Penn ar Bed.
Istor ar savadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soñjal a reer e voe savet ur maner eno ken abred hag en XIIIvet kantved, rak kavet ez eus bet roudoù unan eus ar mare-se.
Lodennoù koshañ ar maner a weler hiziv a voe savet e-kreiz ar XVvet kantved. D'ar mare-se e oa perc'hennet ar maner gant ar familh Leskoad, ha skoed-ardamez ar familh a weler en unan eus gwerennoù livet ar chapel. Goude-se e voe perc'hennet gant meur a familh : Le Bœuf, Le Veer, du Vergier de Kerorlay ha de Poulpiquet de Brescanvel. Kemmoù a voe degaset d'ar savadur er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved.
Pouezus e oa ar maner a-fet labour-douar : er XVIIvet kantved e voe savet ur solier dezhañ bannoù-koad, a-us d'un tremen. Unan eus ar skouerioù nemeto a gaver e Breizh eo. E penn-kentañ an XVIIIvet kantved e voe plantet gwez avaloù chistr. E 1995 e voe aozet ur verje arnodiñ : hiziv an deiz e kaver enni 42 spesad avaloù chistr disheñvel. Da vare an Dispac'h gall e voe degemeret beleien ha chouanted er maner, en ur guzhiadell e choment.
An domani hag an dielloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezout a c'haller darvoudoù pennañ an istor dre ma'z eus bet miret dielloù e-leizh abaoe ar XVvet kantved.
Gouzout a reer da skouer e oa an domani 73 hektar dezhañ er XVIvet kantved. Met gant ar c'hemmoù armerzh, hag al lodennerezhioù ne chom nemet 30 hektar hiziv an deiz. Gant an dielloù e c'haller gouzout ivez e oa pemp ruskenn er maner da vare an Dispac'h Gall, ar pezh n'eo ket souezhus rak a-bouez e oa ar gwenanerezh e Kerne Izel, hag ivez ur muz testeniet en dielloù abaoe 1540. Kempennet eo bet e 1993. Annezet e voe ar maner betek 1989 ha pa varvas ar perc'henn diwezhañ e voe prenet gant Kuzul meur Penn ar Bed e 1990. E 1991 e voe lakaet da savadur istorel. Hiziv an deiz ez eo gouestlet d'al lennegezh dre gomz, hag ennañ e kaver Kreizenn enklask ha dielloù al lennegezh dre gomz. Ur rann eus skol-veur Brest eo.
-
Ar solier
-
Ur sell a-dost ouzh ar savadur
-
Pallenn-moger e diabarzh ar maner
-
Diabarzh ar chapel
-
Diabarzh ar chapel