Gudula
Neuz
Gudula, Gudula Brusel, pe Gudula Moorsel, pe Santez Gudula, marvet d'an 8 a viz Genver, entre 680 ha 714, zo ur santez frank ha paeronez kêr Brusel, ha santez vroadel Belgia.
Istor ha mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Vita Gudilae[1], skrivet en abati Lobbes entre 1048 ha 1051, e oa ur briñsez hag a oa merc'h da Witger, dug Lotaringia ha kont Brabant, ha da Amalberga Maubeuge, santez Maubeuge. Filhorez e oa da Gertruda Nivelles.
Troet e oa gant ar relijion, yunañ, pediñ Doue, ha mont d'an oferenn. Bep beure ec'h ae d'an iliz a oa div lev diouzh he zi, e Moorsel. Mont a rae gant ul letern hag an diaoul farser a glaske lazhañ he gouloù, evit ober dezhi koll he hent. Met un ael a veze kaset gant Doue d'e enaouiñ en-dro.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Skeudenn en ur gradual flamank, e 1494. Hiziv en Haarlem (New York Public Library, MA 092, fol. 251)
-
En iliz-veur Brusel
-
Abati Eibingen. Eno eo bet miret klopenn ar santez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- P. Bonenfant, « La charte de fondation du chapitre de Sainte-Gudule à Bruxelles » in Bulletin de la Commission Royale d'Histoire, 115, 1950, 17-58.
- R. Podevijn, « Hubert, l'auteur de la vita Gudulae » in Revue Belge de Philologie et d'Histoire, 15, 1936, 489-496.
- R. Podevijn, « Étude critique sur la Vita Gudulae » in Revue Belge de Philologie et d'Histoire, 2 (1923) 619-641.
- P. Lefèvre, « Une conjecture à propos de la date et de l'auteur du Vita Gudile » in Belgisch Tijdschrift voor Filologie en Geschiedenis, 14/1, Bruxelles, 1935, 98-101.
- Léon van der Essen, « Étude critique et littéraire sur les vitae des saints Mérovingiens » in Recueil de travaux publiées par les membres des conférences d'histoire et de philologie, 17, Louvain, 1907, 296-311.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Acta Sanctorum, Vita sanctae Gudilae, levrenn I, p. 528; Acta Sanctorum Belgii, levrenn V, p. 730.