Ar Balkon
| Le Balcon | |
| Édouard Manet, 1868-1869 | |
| Eoullivadur war vezher | |
| 170 × 124 cm | |
| Mirdi Orsay | |
| Pariz | |
| Bro-C'hall | |
Ar Balkon (Le Balcon e galleg) zo un daolenn livet gant Édouard Manet, a voe diskouezet e Saloñs Pariz e 1869, ha ma weler enni Berthe Morisot (en tu kleiz), a vo c'hoar-gaer Manet e 1874.
Awenet eo gant an daolenn Majas ouzh o balkon gant al livour spagnol Francisco Goya: an div blac'h e gwenn dirak, an daou baotr e du a-drek.
Savet eo bet an daolenn er memes koulz hag an Déjeuner e stal-labour an arzour. An tri den, mignoned d'al livour, ne seblantont ket en em anavezout, rak n'eus netra ouzh o liammañ. Tennañ a ra Berthe Morisot d'un harozez romantel, dreist-diraez, ar violinourez yaouank Fanny Claus hag al livour Antoine Guillemet a seblant bevañ en ur bed arall.
Implij al liv gwer a lakeas kalz gragailh da sevel e kêr Bariz d'an ampoent.
| Majas ouzh o balkon | |
| Francisco Goya, c. 1808-1812 | |
| Eoullivadur war vezher | |
| 162 × 107 cm | |
| Dastumadeg prevez | |
| dianav | |
| dianav | |