Berthe Morisot
Berthe Morisot (14 a viz Genver 1841 - 2 a viz Meurzh 1895) a oa ul livourez c'hall stag ouzh luskad an impresionouriezh.
Ganet e oa e Bourges (Cher), ha gournizez e oa d'al livour Jean Honoré Fragonard. Gant he c'hoar Edma, he devoa studiet arz al livouriezh, dre livañ diouzh skouer al livadurioù diskouezet e mirdi al Louvre. Eno e reas anaoudegezh gant Fantin-Latour.
Adalek 1861 e studias Berthe hag Edma gant Jean-Baptiste-Camille Corot e Ville-d'Avray. Perzh a gemer Berthe Morisot e Saloñs 1864, e hini 1865 goude, ma kinnigas un nebeud gwelvaoù.
E 1868 e reas anaoudegezh gant Manet, ha patrom e voe-hi dezhañ evit meur a livadur : Le Balcon, Le Repos, Berthe Morisot au bouquet de violettes.
E 1874 e tilezas ar Saloñs ofisiel evit kemer perzh e diskouezadeg Monet, Sisley, Renoir hag all.
Er bloaz-se end-eeun e timezas gant Eugène Manet, breur Édouard.
Pa varvas he gwaz e 1892 e vanas klañv, ma fizias he merc'h Julie Manet er barzh Stéphane Mallarmé hag en Auguste Renoir, dezhañ d'he c'helenn war al livouriezh.
Estreget oberennoù Camille Pissarro ne voe nemet he re a voe diskouezet en holl ziskouezadegoù kentañ an Drivladelourien.
Evel d'he c'hamaradez Mary Cassatt e plijas da Verthe Morisot livañ merc'hed, bugale, ha pennadoù eus buhez an tiegezhioù.
Mervel a reas Berthe Morisot d'an 2 a viz Meurzh 1895 e Pariz. Beziet e voe e bered Passy.
Priziet e vez atav ar vuhez a zifluk eus ar stummoù dispis a zamweler en he zaolennoù hag eus kan al livioù war al lien.
Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bet eo al livourez e Breizh, graet ganti un toullad taolennoù e korn An Oriant.
Porzh an Oriant, 1869
Poltrederien Berthe Morisot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a emboltred anezhi he deus graet. Livet eo bet gant he mignoned Renoir hag Edouard Manet, he breur-kaer, ivez.
Portrait de Berthe Morisot
Desboutin, 1876
Berthe Morisot
Renoir, 1892