Compay Segundo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Compay Segundo o kimiadiñ e dibenn un abadenn-ganañ en Hotel Nacional de Cuba, en Havana. Miz Here 2002

Compay Segundo (e wir anv Máximo Francisco Repilado Muñoz) (18 a viz Du 1907 - 14 a viz Gouere 2003), a oa ur gitarour hag ur c'haner eus Kuba.

E yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa, evel a lavar en ur ganaouenn, e Siboney, e proviñs Oriente (donde el sol es mas caliente, e-lec'h ma tomm muioc'h an heol), nepell diouzh Santiago de Cuba. D'e bemp bloaz, pa varvas e dad-kozh, ez eas an tiegezh da chom da Santiago.

Lavarout a rae Compay Segundo e oa krog d'an oad-se, da enaouiñ segalennoù e dad-gozh en e veg, ha ne oa ket paouezet da vutunat diwar neuze.

E Santiago e reas pezh a rae an darn vrasañ eus an dud : deskiñ ar vicher ruilhal segalennoù. War un dro e teske kevrinoù ar planedennoù gant ur grennardez, Noemí Toro. Diwar he c'huzulioù eo e krogas gant an dreujenn-gaol.

E 1929 e reas e veaj kentañ d'an Havana, gant laz-seniñ kêr, war zigarez lidañ digoradur ar c'h-Capitolio Nacional.

E 1935, ez eas di en-dro, gant Ñico Saquito hag e laz-seniñ Cuban Star, hag eno e chomas neuze.

Soner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Desket e-unan seniñ tres ha rebed, e krouas ur benveg nevez diwar an daou venveg-se, an armónico urseurt gitar 7 kordenn dezhi Kalz eus e ganaouennoù a oa leun a fent hag a ijin, en ton koulz hag er son. Er bloavezhioù 1930, gant ar stollad Hatuey, ez eas da v-México, hag e kemeras perzh e daou film, México Lindo ha Tierra Brava.

E México ivez ez eas da son treujenn-gaol gant an Trio Matamoros, ha ganto Benny Moré. Eno ivez e 1942, e voe krouet Los Compadres gantañ ha gant Lorenzo Hierrezuelo. Lorenzo ar c'haner a oa Compay Primo (paeron kentañ), ha Repilado an diskaner a oa Compay Segundo, an anv a viro betek ar fin.

Goulennet e voe digantañ perak ez eas da goll giz an eil mouezh, hini an diskaner, dreist-holl adalek 1950, e respontas: "Ar re yaouank ne fell ket dezho ken mont da-heul ur c'haner. Holl e fell dezho bezañ steredennoù eus an eil deiz d'egile. Sellit pegeit on bet o c'hortoz, pet hent am eus baleet, pet tra am eus ranket ober. Atav e vezañ o kregiñ, ha neket oc'h echuiñ."

Meur a gemm a voe a-hed e resped: seniñ a reas gant Los Seis Ases, Cuarteto Cubanacán, ha soner treujenn-gaol e voe gant ar Banda Municipal de Santiago de Cuba. E 1956 e savas al laz Compay Segundo y sus Muchachos, ha ganto e labouras betek e varv.

Perzh a gemeras Compay Segundo er Buena Vista Social Club, ur bladenn produet gant Ry Cooder, en 1996, ha gant kanerien ha sonerien evel Ibrahim Ferrer, Juan de Marcos González, Rubén González, Manuel "Puntillita" Licea, Orlando "Cachaito" López, Manuel "Guajiro" Mirabal, Eliades Ochoa, Omara Portuondo, Barbarito Torres, Amadito "Tito" Valdés ha Pio Leyva.


E ganaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1990[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E bladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1942-1955
    • "Sentimiento Guajiro"
    • "Cantando en el Llano"
    • "Compay Segundo y Compay Primo"
    • "Mi Son Oriental"
    • "Los Reyes del Son"
    • "Los Compadres"
  • 1956-1995
    • "Balcón de Santiago"
    • "Balcón de Santiago - Reedición"
    • "Saludo, Compay"
  • 1996-2002
    • "Cien Años de Son"
    • "Son del Monte"
    • "Buena Vista Social Club"
    • "Antologia" (1997)
    • "Lo Mejor de la Vida"
    • "Calle Salud"
    • "Yo Soy del Norte"
    • "Antologia" (2001)
    • "Las Flores de la Vida"
    • "Duets" (2002)


Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]