Los Compadres

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Los Compadres a oa un daouad kanerien, hervez giz ar bloavezhioù 1940 e Kuba, a oa bet savet gant Lorenzo Hierrezuelo, gitarour ha kaner, anavezet ivez evel Compay Primo, e 1947 (pe 1949 hervez tud zo), gant Francisco Repilado, soner tres hag eil mouezh, anavezetoc'h evel Compay Segundo. Er bloavezhioù 1930 dija en devoa labouret gantañ el laz «Cuarteto Hatuey». Dont a ra an anv compay eus distagadur lec'hel ar ger compadre, paeron e brezhoneg, implijet ivez ouzhpenn evel komper, mignon, kamarad. En amzer-se e kane Lorenzo ivez en un daouad all gant María Teresa Vera.

Goude 1955[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1955 e savas bec'h etreze, ha kuit Compay Segundo Repilado da sevel ul laz all, Compay Segundo y sus Muchachos. Neuze e c'houlennas Lorenzo digant e vreur Reinaldo Hierrezuelo, gitarour ha kaner eveltañ, anavezet ivez evel Rey Caney[1], kemer e lec'h, hep kemm anv an daouad. Reinaldo en devoa savet ul laz all, Cuarteto Patria,

Meur a droiad a reas Los Compadres, mod kozh evel mod nevez, dre gement Amerika zo[2], ha betek Europa ha Japan. E Perou e chomjont tri bloaz ha berzh a rejont ken ha ken ma o devoe div Bladenn Aour.

Entre o c'hanaouennoù niverus e talc'her soñj eus "Venga guano", "No quiero llanto", "Guarapo, pimienta y sal", "Yo canto en el llano", "Macusa", "Los barrios de Santiago", "Mi son oriental", "Preparen Candela", "Rita la caimana" ha "Como cambian los tiempos", Hey Caramba, Sarandonga, Los barrios de Santiago, a reas berzh bras hag a zo bet kanet hag adkanet gant ur bern tud all, betek e broioù all. Pa ganent e veze alies sonerien all gante, o seniñ bongó, contrabbasso pe güiro.

Echu e voe d'an daouad nevez gant marv Lorenzo Hierrezuelo e miz Du 1993.

Goude 1993[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1994 e savas Reinaldo ar Vieja Trova Santiaguera.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar vreudeur Hierrezuelo o kanañ Rita la caimana
  • O kanañ Metiste la pata : [1]
  • Un eurvezh hanter gant Los Compadres : [2]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. pennad db Rey Caney : [3]
  2. Giro, Radamés 2007. Diccionario enciclopédico de la música en Cuba. La Habana. vol 1, p248