Rebed



Ar rebed (diwar ar ger رباب - rabāb en arabeg) a zo ur benveg-seniñ eus ar Grennamzer, a vije tad-kozh ar violoñs. Lavaret e vez e voe degaset da Europa gant ar Vuzulmaned etre an XIIvet kantved hag ar XIVvet kantved dre Spagn.
Graet eo en ur pezh koad kleuzet, evel ar rebab arab. Div pe deir c'hordenn a vez outañ. Heñvel a-walc'h eo ouzh ar rabel spagnol, nemet perheñvel eo ar voest-dasson anezhañ.
Binvioù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- The Rebec – istor berr ar rebed.
- The Rebec Page – Oberiañ ha seniñ.
- Tenor rebec photo