Benny Moré

Eus Wikipedia
Delwenn da Venny Moré e Cienfuegos .

Maximiliano Bartolomé Moré Gutierrez, pe Benny Moré, ganet e Santa Isabel de las Lajas d'ar 24 a viz Eost 1919 ha marvet e La Habana d'an 19 a viz C'hwevrer 1963, zo ur c'haner kuban. Gwelet e vez evel an hini brasañ a-viskoazh, abalamour moarvat, m'en deus gouezet chom feal d'an doareoù-kanañ kozh ha war un dro krouiñ doareoù nevez en e amzer.

Lesanvet e oa el Bárbaro del Rítmo.

Munudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar ganaouenn Santa Isabel de las Lajas zo bet savet gantañ d'e barrez c'henidik.
  • Kanaouennoù en deus kanet da veur a lec'h : Cienfuegos, Manzanillo, Marianao, etc.
  • Bep bloaz e vez ur fest en eñvor dezhañ e Cienfuegos.
  • Gantañ e voe kemeret ar c'hiz da youc'hal ¡Azucar! ("sukr !") pa gave dezhañ e oa saourus (sabroso) doare-seniñ ar sonerien ha startijenn gante. Adkemeret e voe ar ger gant Celia Cruz, a rae kreñv gantañ, ma kreder alies eo ganti e voe krouet ar c'hiz.

Darn eus ar sonioù savet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Cómo fue, bolero
  • Bonito y sabroso, mambo
  • Santa Isabel de las Lajas, son montuno
  • Qué bueno baila usted, son montuno
  • Cienfuegos, guajira
  • Se te cayó el tabaco, guaracha
  • Locas por el mambo, mambo
  • Conocí la paz, bolero
  • Dolor y perdón, bolero
  • Mi amor fugaz, bolero
  • No te atrevas, bolero
  • De la rumba al cha-cha-chá, guaguanco cha cha cha
  • Rumberos de ayer, rumba

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Benny Moré, de verdad, EGREM, 1992.
  • Benny Moré en vivo, RTV Comercial/Discmedi, 1994.
  • Benny Moré & Pérez Prado (2 CD), Orfeón Records, 2001.
  • Bárbaro del Ritmo (1948-1950), Tumbao Cuban Clasix, 2004.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]