Chan Chan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Chan Chan zo ur ganaouenn savet e 1987 gant ar c'haner ha gitarour kuban Compay Segundo (1907-2003). Daou zen zo meneget enni, 'Juanica' ha 'Chan Chan'. Adkanet eo bet gant kalz a dud, brudet eo bet gant ar film Buena Vista Social Club, gant Eliades Ochoa hag Ibrahim Ferrer.

An diskan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buanoc'h e vez kanet an diskan eget ar peurrest. setu ar c'homzoù orin:

De Alto Cedro voy para Marcané

Llego a Cueto voy para Mayarí

Eus Alto Cedro ez an 'trezek Marcané

Erru e Cueto, etrezek Mayarí.

Tostik eo ar pevar lec'h meneget er ganaouenn : Alto Cedro, Marcané, Cueto ha Mayarí (meur a ganaouenn all diwar-benn Mayarí zo brudet) e Proviñs Holguín, gwechall en Proviñs Oriente Cuba.

Alies e vez meneget lec'hanvioù e kanaouennoù Cuba, evel en "Alto Songo"[1] e 1952, pe Guantánamo , Cienfuegos tiene su guaguanco ha kant all.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]