Buena Vista Social Club (film)
Buena Vista Social Club zo ur film alaman gant Wim Wenders en 1999, savet diwar-benn sonerien gozh eus Kuba oc'h ober un albom. Etre al lajadoù enrollañ er studio ez eus pennadoù-kaoz gant ar sonerien, ha tammoù eus sonadegoù, evel an hini graet e New York, e Carnegie Hall, enrollet bloaz a-raok, e 1998, ha skignet er bladenn Buena Vista Social Club at Carnegie Hall e 2008.
Ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er film e weler ar gitarour stadunanat Ry Cooder, kamarad da Wenders, o vont gant e vab, dre gêr La Habana, da glask sonerien gozh eus ar vro — dilezet metoù ar sonerezh gant an darn vrasañ anezhe — da ober ur bladenn gante, hag a vo anvet Buena Vista Social Club (albom).
Goude-se e vint lakaet da ganañ pe da seniñ div wech :
- e miz Ebrel 1998 en Amsterdam (div wech)
- d'ar 1añ a viz Gouhere 1998 e Carnegie Hall, e New York.
Er pennadoù-kaoz e lavar ar sonerien ar pezh a soñjont eus o zroiad, ha dreist-holl e SUA.
Ar sonerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re-se, a vo gwelet er film, eo :
- Compay Segundo, o kanañ hag o seniñ gitar
- Ibrahim Ferrer, o kanañ
- Pio Leyva, o kanañ
- Omara Portuondo, o kanañ
- Eliades Ochoa, o kanañ hag o seniñ gitar
- Rubén González, o seniñ piano.
- Barbarito Torres
Diwar brud ar bladenn e voe savet ul laz, hag a yeas da seniñ dre ar bed.