Mirdi yuzev Berlin
Mirdi yuzev Berlin (Jüdisches Museum) a zo ur mirdi e bal diskouez 2000 vloaz a istor yuzev en Alamagn. Ar steuñv anezhañ a zo bet ijinet gant ar savour amerikan Daniel Libeskind. Savet eo bet etre 1993 ha 1998, lezanvet eo ar Blitz (luc’hedenn) gant ar Verliniz. Disheñvel-tre diouzh mirdioù all Berlin eo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ur mirdi yuzev e Berlin (Oranienburger Strasse) e 1934, met rankout a reas serriñ diwar urzh an nazied e 1938. Kaoz e voe da zigeriñ ur mirdi all adalek 1971. E 1975 e voe savet ur gevredigezh a-benn kas ar raktres da benn. E 1978, da heul un diskouezadeg diwar-benn istor ar yuzevien, e voe digoret ur rann ispisial e mirdi Berlin. Aozet e voe ur genstrivadeg savourien e 1989. E 1999 e voe echu ar savadur, met ne oa tra ebet e-barzh. Goude un eil kenstrivadeg e voe degaset peadra d’e leuniañ. An dafar-se a oa bet miret da c’hortoz er Martin-Gropius-Bau. A-benn ar fin e voe aozet al lid-digor e 2001.
Ar savadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar savadur kent : Kollegienhaus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1735 e voe savet ar savdur kent, met goude bombezadegoù an Eil Brezel Bed ne chome nemet ar mogerioù diavaez. Kempennet e voe e1963 hag e teuas da vezañ mirdi kêr Berlin. Hiziv an deiz ez eo an nor a gas d’a mirdi yuzev. A-benn tremen eus ur savdur d’egile e ranker tremen dre ur riboul a dizher en ur ziskenn derezioù du.
Ar park
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El liorzh ez eus 49 c’holonenn : ur monumant da gaout soñj eus ar Shoah eo. Warno ez eus bet plantet ur wezenn olivez, da aroueziñ ar peoc’h.
Dastumadeg ar mirdi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]3000 m² diskouezadeg peurbadus a zo, a-benn displegañ ha diskouez 2000 vloaz a vezañs hag a sevenadur yuzev en Alamagn. Traoù arzel ha dibar evel ur c’hantolor Hanoucca (savet e 1776 gant Georg Wilhelm Margraff), lizheroù, traoù ar vuhez pemdez pe traoù stag ouzh ar relijion a gaver er mirdi, asambles gant elfennoù liesvedia. Ma seblant peurgarget ar mirdi ez eo peogwir ez eus fellet d’an aozerien diskouez pegen pinvidik ha liesseurt e oa ar sevenadur yuzev, ha war un dro pegen spontus eo bet an naziegezh evito. Ouzhpenn e kinniger darvoudoù liesseurt evel sonadegoù, filmoù, stalioù-labour ha tabutoù evit ma vefe ul lec’h bev. Er mirdi e kaver ivez ul levraoueg, dielloù hag ur greizenn enklask liesvedia.
Titouroù pleustrek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Lindenstraße 9-14, 10969 Berlin emañ ar mirdi.
- Digor e vez da Lun da Sadorn, etre 10e vintin hag 8e noz.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Liorzh an harlu
-
Tour ar Shoah, diavaez
-
Unan eus "toulloù" ar mirdi, gant ar pal diskouez ez eo diglok ar sevenadur yuzev abalamour d'ar Shoah
-
Prinistri ar mirdi
-
Tour ar Shoah, diabarzh
-
An derezioù na gasont da neblec'h, a-benn lakaat ar weladennerien da vezañ diroudet
-
"An diskouezadeg a vank", un arouez eus ar mankoù a zo er sevenadur yuzev abalamour d'ar Shoah
-
Pladoù - 19vet kantved
-
Pladoù evit ar c'hig - 18vet ha penn-kentañ an 20vet kantved
-
Lunedoù Moses Mendelssohn
-
Moses Mendelssohn
-
Argant yuzev - Ghetto Terezin