Devin Townsend
Devin Townsend | |
![]() | |
Townsend er Wâldrock Festival, Izelvroioù, 30 a viz Even 2001.
| |
Anv | Devin Garrett Townsend |
---|---|
Ganet | 5 a viz Mae 1972 e New Westminster, British Columbia, Kanada |
Micher(ioù) | Kaner, sonaozour, soner, produour |
Doare(où) | Progressive metal, progressive rock, extreme metal, industrial metal, thrash metal, experimental metal, ambient |
Doare mouezh | Liesseurt |
Benveg(où) | Kan, gitar, gitar boud, touchennaoueg, tamboulinoù programet |
Bloavezhioù oberiant | Adalek 1993 |
Label(ioù) | HevyDevy, Century Media |
Lec'hienn ofisiel | www.hevydevy.com |
kemmañ ![]() |
Devin Garrett Townsend (ganet d'ar 5 a viz Mae 1972) a zo ur soner ha produer kanadian. Krouer, sonaozour, kaner ha gitarour ar strollad extreme metal Srapping Young Lad etre 1994 ha 2006 e oa hag ur red-micher e-unan en deus ivez.
Goude bezañ bet c'hoarier e kalzig a strolladoù metal pa oa er skol-veur, Townsend a voe merzet gant ul label enrollañ e 1993 ha goulennet e voe gantañ ober ar c'han pennañ war an albom Sex & Religion gant Steve Vai. Goude bezañ bet enrollet ha graet sonadegoù gant Vai, Townsend a voe diskalonekaet gant ar pezh a gavas e industriezh ar sonerezh, ha restaolet en deus e gounnar war un albom solo : Heavy as a Really Heavy Thing embannet gant an anv-pluenn Strapping Young Lad. Strollet en deus un nebeud tud gant an anv-se, hag embannet en deus City e 1997. Abaoe, embannet en deus tri albom gant Strapping young Lad, dindan e label dezhañ, HevyDevy records. Albomoù Townsend a zo ur meskaj a hard rock ha progressive metal, hag implijet zo bet meur a soner er raktresoù. E 2002 eo stummet The Devin Townsend Band, gant izili stabil, evit enrollañ hag ober sonadegoù evit daou eus e albomoù solo.
E 2007 e paouezas Townsend gant Strapping Young Lad ha The Devin Townsend band, evit kemer un ehan ha kemer muioc'h a amzer evit e familh. Goude daou vloaz hep netra, kregiñ a reas da labourat war un heulienn pevar albom anvet The Devin Townsend Project, pep albom skrivet gant un doare disheñvel. An daou albom kentañ, Ki hag Addicted, a voe embannet e 2009. Townsend en deus neuze graet un harp en aozadur an albomoù evit ober sonadegoù. E 2011 emañ raktreset embannadur an daou albom diwezhañ, Deconstruction ha Ghost.
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Townsend en deus embannet dek albom solo (o kontañ an daou albom gant The Devin Townend band) ha pemp albom gant Strapping Young Lad. Embannet en deus ivez ur bern a EPs hag albomoù live.
- albomoù solo
Titl | Embannet | Label |
---|---|---|
Ocean Machine: Biomech | 21 a viz Gouere 1997 | HevyDevy |
Infinity | 17 a viz Even 1998 | |
Physicist | 26 a viz Even 2000 | |
Terria | 6 a viz Du 2001 | |
Accelerated Evolution | 31 a viz Meurzh 2003 | |
Devlab | 4 a viz Kerzu 2004 | |
Synchestra | 30 a viz Genver 2006 | |
The Hummer | 15 a viz Du 2006 | |
Ziltoid the Omniscient | 27 a viz Mae 2007 | |
Ki | 22 a viz Mae 2009 | |
Addicted | 17 a viz Du 2009 | |
Deconstruction | Mae 2011 | |
Ghost | Mae 2011 | |
Z2 | 2014 | |
Transcendence | 2016 | |
Empath | 2019 | |
The Puzzle | 3 a viz Kerzu 2021 | |
Snuggles | 3 a viz Kerzu 2021 | |
Lightwork | 4 a viz Du 2022 |
Titl | Embannet | Label |
---|---|---|
Heavy as a Really Heavy Thing | 4 a viz Ebrel 1995 | Century Media |
City | 11 a viz C'hwevrer 1997 | |
Strapping Young Lad | 11 a viz C'hwevrer 2003 | |
Alien | 22 a viz Meurzh 2005 | |
The New Black | 11 a viz Gouere 2006 |
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]